- Communiqué de presse -
Disoc'hoù Kampionad lazoù-kanañ rumad kentañ
Mouezh Bro Konk & Kanerien sant Meryn asamblez, renet gant Jean-Yves Le Ven, a zo bet añvet Kampion Breizh 2017
Par Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh le 18/07/17 10:55
Lodenn diwezhañ Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ 2017 a zo bet dalc'het e Landerne digwener 14 a viz gouere. Seiz laz-kanañ en em gave da vare gouelioù Kann al Loar, dirak barnerien sonerezh, yezh hag hollad.
Setu penaos int bet klaset :
Mouezh Bro Konk & Kanerien sant Meryn (Konk ha Ploveilh) 17,88/20 Kampion Breizh
Paotred Pagan (Plouneour Trez) 17,70
Kan Awen (Brest) 17,52
Mouezh Paotred Breizh (Breizh a-bez) 17,32
Hekleo (Landerne) 16,72
Gwalarn Uhel (Gwitalmeze) 14,51
Maout ar C'hrouidigezh a zo aet gant Kan Awen evit an heuliad tonioù Truez evit ar Goulm, savet gant Florian Desbans war barzhonegoù Youenn Brusk.
Ar menneg ispisial evit kalite testenn ur c'han a zo aet gant Paotred Pagan evit Bugelig Eusa, ur barzhoneg gant Jean-Pierre Boulic, troet e brezhoneg gant Yann-Ber Premel, ar sonerezh a zo gant René Abjean.
Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.