Put your name here

38vet Breizh a Gan
Ur sonadeg dispar evit kinnig ar wellañ eus lazoù-kanañ Breizh. Adalek 3egm, e sal Artymès, Mesker, gant al lazoù-kanañ : - Les Choralines-Korolen, kor Bro Gwenrann, renet gant Christophe Vincent - Anna Vreizh, eus An Naoned renet gant Bernard Quéméneur - Kan ar Vro, eus Kelc'h Keltiek an Naoned, renet gant Guy Pouliquen - Aber al Liger, kor departamant Liger-Atlantel, renet gant Guy Pouliquen E eil lodenn ar sonadeg e vo Mouezh Paotred Breizh, renet gant Jean-Marie Airault, Kampion Breizh 2019
Agenda de Fédération Kanomp Breizh

Publié le 23/09/19 12:08 -- mis à jour le 23/09/19 12:08
Date de l'évènement : le 17/11/2019 à 15 h à Mesker
48844_1.jpg
Skritell 38vet Breizh a Gan

Lazoù-kanañ Liger-Atlantel ha kampioned enored Kevread Kanomp Breizh, a gont e-touez e izili un neubeut strolladoù eus Liger-Atlantel. Ha remerket int gant o kalite hag o krouidigezhioù.

Les Choralines-Korholen a ro startijenn e Bro Gwenrann abaoe tregont vloazh, o lakaat ar c'han e brezhoneg da seniñ en-dro war ar gourenez. Laz-kanañ Anna Vreizh a zegas oberennoù barzhed meur Breizh (Naïg Rozmor, Youenn Gwernig, Anjela Duval…) war tonioù e renerezh diaraog, Yvonne Breizlly. O vezañ renet gant Bernard Quéméneur, eo bet kavet un energiezh eo fier ar strollad da rannañ gant an arvesterien.

E 2019, berzh a zo bet graet gant strolladoù ar vro e Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ, e eil rummad evel e rummad kentañ. Añvet eo bet Kan ar Vro Kampion eil rummad, ha pedet eo d'en em ginnig e rummad kentañ bloazh a zeu. Aber al Liger, kor bet diazezet nemet tri bloazh-zo, a zo deuet eil-kampion e rummad kentañ evit e kentañ gwech er rummad-se.

Eil lodenn an abadenn a-bez a vo evit Mouezh Paotred Breizh, bet trugarekaet er bloazh-mañ evit kalite o kan gant ur c'hwec'hvet titl Kampion Breizh ! Kalite ar yezh ha kalite ar sonerezh a zo gant strollad Jean-Marie Airault eus ar gwelllañ evit lakaat da vevañ tonioù hengounel ha tonioù a-vremañ.

PRATIQUE

Tarifs :

● 12€ en prévente via Kanomp Breizh ou achat : Billetterie à l’Office du Tourisme de Mesquer. Réservations au 02 40 42 64 37

Billets en vente : Fnac, Carrefour, Géant, Système U, Intermarché www.fnac.com – www.carrefour.fr– www.francebillet.com

● 14€ le jour même à la salle Artymès. Gratuit – de 12 ans.

Renseignements :

06 32 29 79 29 kanompbreizh [at] wanadoo.fr

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
La fédération Kanomp Breizh, qui rassemble des chorales des cinq départements bretons, a pour objectifs :
- la promotion du chant choral breton, des chorales adhérentes, de leurs productions et de leurs activités ;
- l'organisation de festivals, concours, concerts, rassemblements et formations ;
- la mise en commun des moyens de formation et d'information pour les chorales adhérentes ;
- l'édition de musique sous toutes ses formes et sur tous supports.
Voir tous les articles de Fédération Kanomp Breizh
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.