Poent eo
Ar Redadeg a ziskouez he c’hanaouenn ofisiel hag er bloaz-mañ eo Plouz&Foen ha Nolwenn Korbell a ro an tempo gant “Poent eo" – un ton leun a startijenn, nerzh hag a roio c’hoant da redek asambles.
Soñjet evit lakaat ar rederien da dridal a-hed ar c’hilometroù.
Er penn a-raok e chom an diskan (bezit prest, chom a raio en ho pennoù e-pad pell !).
“Poent eo!" n’eo ket hepken ur ganaouenn lañsus, ur ganaouenn engouestlet eo ivez.
Plediñ a ra war ur mod soutil hag ampart temoù liammet gant ar minorelezhioù, ar yezhoù gwasket, an treuzkas a vez graet dezho – pe get.
Dre ar pozioù e tegas an arzourien da soñj eo poent cheñch an traoù, lakaat ar yezhoù minorerelaet da vezañ brudet-mat ha bevet war ar pemdez a-benn ar fin.
Un doare da lavaret, en un doare uhel ha kreñv, ar pezh a vez gwisket gant ar Redadeg: bevomp, bodomp, bezomp e brezhoneg !
Réalisation : Ar redadeg
6019 vues