350 er bloaz paseet : ne vank nemet 80 da zastum a-raok… dilun hanternoz !

350 haiku a oa bet skrivet evit ar festival ar bloaz paseet. Ne chom neuze nemet 80 da zastum er bloaz-mañ a-raok… dilun hanternoz.

108 haiku zo war ar renk, a-drugarez da skolioù Tremeven ha Kemperle, ha da skolajidi skolaj Diwan Ar Releg Kerhuon heñchet gant Gwenole Bihannig.
33 haiku gant ar re deuet avat, pa vez kontet 94 haiku e galleg gant tud eus Roumania, Kebeg, Bro-C'hall.

Neuze, tudoù, klaskit mat : "skolig al louarn, lern kozh, bout sot evel ul louarn tapet gant ur yar", louarn Saint-Exupéry, louarn ar Grennamzer, lern an amzer a vremañ… Sellit dindan un nebeud skouerioù a-raok kas da taolkurun@laposte.net

Evit o lenn : http://taolkurun.free.fr/pages/haiku_tk13/haiku_bzg_bu_tk13.html

Kalon vat !

Kerzh da gac'hat
eme louarn ha gad
war dachenn ar ZAD.

Al louarn digabestr
a dreuz gwenodenn ar c'hoad
toupenn ar goañv.