Ur vouezh ho peus hag e faota deoc\'h diorren teknikoù kan, kanañ a liesmouezh met ivez a unvouezh ?
Ho kortoz a ra GEDOURION KREIZ BREIZH.
Karout a rit Breizh hag e gantikoù breizhad ?
Ho kortoz a ra AR GEDOURION.
Karout a rit Doue ha kanañ ivez, met ne gomzit ket brezhoneg ?
Kudenn ebet, ho kortoz a ra AR GEDOURION. Oc\'hpenn-se, kanennoù e galleg hag e latin a vez kavet er sac\'h kanennoù ivez.
Daoust ma n\'oc\'h ket katolik eh oc\'h tost neoazh d\'ar c\'hantikoù ha d\'ar garantez evit Breizh, hep bout serret àr ar relijion ?
Ho kortoz a ra AR GEDOURION.
C\'hwi ivez neuze, na c\'hortozit ket muioc\'h, emezelit d\'ar strollad GEDOUR AR MINTIN... Ar strollad kan-mañ a zo anezhañ abaoe trizek vloaz. Ur strollad sonerezh a vez é vout krouet ivez. Pleustriñ a rei evit ar wec\'h kentañ d\'ar 5 a viz Gouere en Iliz ar Faoued, da 9e d\'an noz.
Muioc\'h a keloù war www.ar-gedour.fr pe gedourionarmintin [at] gmail.com