Put your name here

37vet Breizh a Gan - Ur c'hrouidigezh e Kintin
Ur sonadeg dispar a vo kinniget e penniliz IV Kintin.
Agenda de Fédération Kanomp Breizh

Publié le 31/10/18 12:01 -- mis à jour le 31/10/18 12:01
Date de l'évènement : le 02/12/2018 à 15 h à Quintin
46095_1.jpg
Skritell Breizh a Gan 2018

E lodenn gentañ ar sonadeg e vo al lazoù-kanañ : Kanomp ar Vro Sant Brieg, Kanerien ar Goëlo, eus Sant-Ke Porzh Olued, hag ar strollad bet añvet Kampion Breizh 2018, Mouezh Paotred Breizh. E eil lodenn ar sonadeg e vo krouet kanadenn An Aval hag ar c’haliz gant Laz-kanañ Breizh, renet gant Jean-Marie Airault.

120 kaner eus c'hwezek laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh e vez kavet ennañ. Heuliet int gant : Sarah Coent (telenn), Jo Van Bouwel (fleüt), Loïc Padellec (uileann-pipes), Gwenaël Riou (ograou), Denis Guillou (gitar bout), Ronan Pouliquen (bombard).

Kanadenn An Aval hag ar C’haliz a zo bet skrivet gant Patrick Corlay e eizh lodenn disheñvel, a daolenn en un doare lourennek a blij kalzh skrivagner an Alre, maread gwinterezh eus feiz kozh ar Gelted d'ar feiz kristen nevez. Beuzet eo ar selaouer e-barzh ar pempvet kantvet. Etre istor ha mojennerezh e c'hell merzhañ hekleo feuls an emgannoù, hag an avel a-us d'ar runioù, a zigas c'hwezh ezans al lidoù.

MAT DA C'HOUZOUT

Mont e-barzh :

12€ o rakprennañ gant Kanomp Breizh pe o prennañ e Ofis an Touristellezh Kintin ha Sant-Briec Agglo. Bilhiji a zo da wezhañ ivez e : Fnac, Carrefour, Géant, Système U, Intermarché www.fnac.com – www.carrefour.fr– www.francebillet.com

0 892 68 36 22 (0.40 € TTC / min)

14€ deiz ar sonadeg, o vont e barzh ar penniliz. Digoust – 12 vloazh.

Titouroù :

06 31 81 26 47 kanompbreizh [at] wanadoo.fr

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.
Gwelout pennadoù all Fédération Kanomp Breizh
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.