Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Kampionad Breizh al lazoù-kanañ, rummad kentañ

12vet Kampionad BREIZH al lazoù-kanañ a vo dalc'het e sal ar Family Landerne, da vare Gouelioù Kann al Loar.

Le Guillou Armelle pour Fédération Kanomp Breizh le 10/07/17 14:54
42591_1.jpg
Skritell Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ

Ur c’hampionad gant meur a liv ! Poltriji al lazoù-kanañ…

Er bloazh-mañ, lakaet eo bet o añv gant c’hwezek laz-kanañ e Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ. An dervezhioù gouestlet da c’hampionad eil ha trede rummad a zo bet dalc’het d’an 20 ha d’an 21 a viz mae. Laz-kanañ Kanerien ar Goëlo a zo deuet Kampion eil rummad. Degemeret e vo e rummad kentañ bloazh a zeu. Poent eo bremañ da lazoù-kanañ rummad kentañ en em gavout.

Gwalarn Uhel : Laz-kanañ Gwitalmeze a zo nevez erruet e rumad kentañ. Añvet kampion eil rummad warlene, chomet omp gant ur soñj mat goude selaou ar strollad. Met daoust-hag e c’hello al laz-kanañ mont dreist pasenn un tammig uhel a zo etre eil rummad ha rummad kentañ ? Daoust-hag e vo en e bleud awalac’h evit lakaat an arvesterien tañvañ e bloavezhioù a skiant-prenet ? Ur reizhañ da heuliañ a dost…

Mouezh Bro Konk & Kanerien sant Meryn : Dont a ra en-dro an daou laz-kanañ liammet evit lakaat ac’hanomp da zizoloiñ krouidigezh ar bloazh savet gant o rener, Jean-Yves Le Ven. Bep bloazh e vez kaset ganto un oberenn nevez a zegas atao ur spered disheñvel. Kuruis omp da selaoù oberenn ar bloazh !

Mouezh Paotred Breizh : Gant piv e c’hellfe bezañ didronet ar strollad paotred, kamapiond abaoe daou vloazh hag añvet peder gwech abaoe ar penn kentañ ? Deuet eo al laz-kanañ ur seurt lesennoù er vro, hag ivez eo deuet ur c’hannader sevenadur ar vro er maez Breizh. Dont a ra en-dro er bloazh-mañ o kinnig ur c’hrouidigezh bouilh kenañ !

Kan Awen Gant un heuliad tonioù iwerzhonek e oa aet an trede plas gant strollad merc’hed Brest warlene. Kinniget e vo er bloazh-mañ gant ar rener, Florian Desbans, ur c’hrouidigezh fromus c’hoazh. Spi a zo gantañ pikañ kalon an arvesterien ha lakaat kanerezh Kan Awen diskouezh holl arlivioù o mouezhioù kempouezhet. Da dañvañ…

Hekleo Gant plijadur e vo adkavet laz-kanañ Landerne klok, goude bezañ selaouet e stumm ur strolladig solisted warlene. Emichañs e vo touchet an dud gant an heuliad tonioù a vo kanet dindan renerezh Jean-Pol Kerjean, nevez e penn ar strollad. Al laz-kanañ deraouer un neubeut bloavezhioù-zo a zo graet mat o forjiñ e skiant-prenet, ha kavet e deut ur son, sin e anav.

Paotred Pagan Paotred Ploneour-Trez a gano evit ar wech kentañ e rummad kentañ. Añvet int bet kampion eil rullad daou vloazh-zo, met kemeret o deus o amzer d’en em aozañ mat araog dont da goñkoùriñ e rummad kentañ. Gwellet a rimp ha mat eo bet an amzer dezho ha daoust hag al laz-kanañ bihan 15

Voir aussi :
Krouet eo bet Kevread Kanomp Breizh gant renerien al lazioù-kanañ a gan e brezhoneg, a oa izili kommision Kan Kendalc’h. Ganet eo bet dre voloñtez ar c’hengevread ha d’ar c’hompozer René Abjean, ha gant sikour rannvro Breizh. Ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh eo Kanomp Breizh.
Lazioù-kanañ pemp departamant Breizh ‘vez bodet e Kanomp Breizh. Hor pal a zo kas war raok ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ, el lazioù-kanañ.
Karget eo neuze Kanomp Breizh da zerc’hel bev tonioù hengounel e brezhoneg, met souten a ra ivez komponerien ar vro da grouiñ oberennoù nevez evit lazioù-kanañ.
Sikour a ra ivez da vrudañ ar c’han e brezhoneg evit tud a bep oad hag a bep lerc’h, e Breizh pe en diavaez.
Gwelout pennadoù all Fédération Kanomp Breizh
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons