Oferenn ar Pellgent e brezhoneg a vo lidet en iliz Mousteruz (Parrez Gwengamp, war hent Kallag) d'ar Yaou 24 a-viz Kerzu 2015 da 8 eur-noz. Pedet eo pep hini da zont

Oferenn ar Pellgent e brezhoneg a vo lidet en iliz Mousteruz (Parrez Gwengamp, war hent Kallag) d'ar Yaou 24 a-viz Kerzu 2015 da 8 eur-noz.

Nedeleg 2015 GwengampNedeleg 2015 Gwengamp Domaine public

Pedet eo pep hini da zont da ganañ kantikoù brezhonek, ha da lidañ donedigezh ar Mabig Jezuz en hor bed.

Emañ folenn zivyezh an oferenn war lec’hienn eskopti Sant-Brieg ha Landreger:

http://saintbrieuc-treguier.catholique.fr/Oferennou-e-Brezhoneg

Tu a vo kavet da selaou an oferenn dre radio France Bleu Breizh-Izel 93.0 MHz pe er bed a-bezh dre internet :

https://www.francebleu.fr/breizh-izel

Nedeleg Laouen d’an holl !