Di sadorn ha di sul tremenet, 14-15 a viz Kerzu 2013, e oa bet lidet teir oferenn en eñvor d'an Aotrou Perrot, rener ar Bleun Brug, penn-skrivagner r gelaouenn Feiz-ha-Breiz ha person Skrignag. Eno e oa bet diskaret da zeiz sant Kaourintin 1943 war ziviz ar strollad komunour e Breizh.
Un devezh koun ispisial a oa bet aozet gant an tiegezh Floc'h. Evel-se eo bet selaouet Youenn Caouissin a ginnigas tudenn an aotrou Perrot. Goude-se e voe tro Christophe Carichon diwarbenn oberenn Herri ha Ronan Caouissin : dreist-holl e komzas war an div gelaouenn Olole. Da glozañ an devezh e voe lusket un "daol grenn" gant Tepod Gwilhmod da dermeniñ petra eo menoziad "Feiz ha Breizh" hiziv an deiz.
D'ar Sul e voe graet al lidoù boas :
- da 11 eur e Kerveguen Skrignag, degounadenn ar Vretoned marv e-kerzh ar bloaz (anv a voe dreist-holl eus ar Goarnig Kozh) hag ur brezegenn war buhez an Aotrou Perrot ;
- ur pred en Ostaleri aozet gant "Mignoned Feiz ha Breizh"
- un Oferenn e chapel Koad Kev da 15 eur bet lidet gant Yann Talbot ha da heul ur bedenn war bez an Aotrou Perrot bet klozet gant Ar Vro Gozh.
Lec'hienn gefridiel an devezh-koun :
Tu zo da welout muioc'h a ditouroù aze (voir le site) pe aze (voir le site)