Evel boaz e vo lidet un oferenn e chapel Itron Varia Koad Kev Skrigneg d'al lun Fask da zont, 21 a viz Ebrel da deiz eur goude merenn (15 eur). Ar

Evel boaz e vo lidet un oferenn e chapel Itron Varia Koad Kev Skrigneg d'al lun Fask da zont, 21 a viz Ebrel da deiz eur goude merenn (15 eur). Ar bloaz-mañ e vo lidet er stumm dreist-ordinal, da lavarout eo e latin, war-bouez ar brezegenn a vo e brezhoneg, gant ar beleg Anton Ar Barzh. Warlene ne oa ket bet a oferenn dre ziouer a veleg. Ar wech kentañ e vo ar bloaz-mañ, abaoe 50 vloaz, ma vo lidet eno an Oferenn en doare dreist-ordinal. Ar wech kentañ e vo ivez abaoe keit all ma vezo distaget ur brezegenn e brezhoneg en un Oferenn e latin, evel ma rae an Aotrou Perrot. Gant holl vignoned Lun Fask Koad Kev e c'hello izili Emglev An Tiegezhioù ( http://emglev.wordpress.com ) en em gavout en deiz-se evit pediñ evit hor c'henvroiz o deus gouestlet un tamm eus o buhez d'ar vro a oa bet fiziet enno gant Doue. Lod ac'hanomp a c'hello en em gavout e Kroaz drouklazh an Aotrou Perrot da 10 eur 30 diouzh ar beure, ha debriñ e kichenik ar chapel e ti mari-Glazur, pe en un ti debriñ.