Evit kregiñ mat gant ar bloavezh skol nevez e kinnig "C'hoariva deoc'h ur staj" :
C'hoari : etre c'hoari re ha re nebeut
Kaset da benn gant Yann-Edern Jourdan ha Bob Simon .
D'an 28 ha d'an 29 a viz Gwengolo e Jit Ar Skol e Sant-Kadou (Sizun – 29).
Palioù : Bevañ ha bezañ un destenn c'hoariva war al leurenn.
Kinnig, eskemm, klask, pleustriñ, kaout plijadur ha c'hoari !
Doareoù labour : Ar stajidi al labouro diwar un destenn c'hoariva, "hep penn na lost" an danvez anezhi ha lakaet e brezhoneg nevez zo.
War un dudenn e labouro pep hini.
A-stroll e vezo labouret gant an holl.
Priz : 50 ¤ / 45 ¤ studierien ha tud dilabour (priz gant an nozvezh e-barzh).
Titouroù ha lakaat e anv : choarivabrezhonek [at] gmail.com / 06 38 78 35 15