Put your name here

Communiqué de presse
La Caminata, pezh c'hoari nevez La Obra : ur c'hoariva politikel ?
Pevar den, ur c'hazetenner, ul labourer douar, un den galloudus hag ur sokiologour ...
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 1/02/17 22:14 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Pevar den, ur c'hazetenner, ul labourer douar, un den galloudus hag ur sokiologour o sellout ouzh ur c'hamp repuidi o paouez bout savet er vro Yezh ar c'horf, liesyezhek etre brezhoneg, galleg, kastilhaneg, saozneg... Sonerezh ar c'han, ar gantinenn houarn bountet gant ar skiantour, korfoù atav o fiñval, o klask un diskoulm ne c'hell ket spered mabden kavout. Tamm ha tamm e teu ar pevar-se da cheñch o soñj, o lavarout ne c'hell ket ar c'helaouiñ ofisiel lavarout ar wirionez, al labourer douar a grog da vout degemerus, hag an daou all a cheñch ivez... Met re ziwezhat : echuiñ a ra ar pezh en deñvalijenn, en didrouz, netra ebet ken war al leurenn. Ne chom netra nag eus ar repuidi nag eus ar re o deus klasket o sikour.

Ur fablenn nepell eus ar wirionez, dreist-holl e broioù feulstr evel ar Guatemala.

Penaos hiziv an deiz, kontañ ar pezh zo ken diaes da gontañ, keit ma ne vez ket bevet gant an dud ?

Tammoù testenioù lennet gant Jacques Bonnaffé a seblante bout efedusoc'h, fromusoc'h...

Teatr Piba a gont Lampedusa.

Strollad ar Vro Bagan a oa gant "Divroa" war an hevelep sujed.

Penaos ober evit ma ne chomfe ket du al leurenn, du ar spi, du an dazont ? Da nebeutañ, gant teknikoù ar c'hoariva forom e vez lakaet splann ar gudenn war wel.

Un abadenn da welet, evit eskemm, evit mont war raok, evit kreskiñ, evit ma ne vefemp ket en Europa ar re o do aesaeet diktatouriezh ar re ne ouzont ket, pe n'o deus ket c'hoant gouzout.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 6 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.