Put your name here

Ar vro bagan, 40 vloaz 'zo dija !
Ar vro bagan, 40 vloaz 'zo dija !

Chronique
Ar c'hoariva : treuzkas an tan ?
9vet pennad diwar nerzh krouiñ Diwan, dre an arzoù, ha dre ar c'haoriva ar wech-mañ
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 28/08/17 12:05 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

A-drugarez da strollad Ar Vro Bagan e oa bet stummet remziadoù a vugale etre ar skol-vamm hag al lise, dre soubidigezh. Gant Goulc’han Kervella, Nicole Ar Vourc’h, Bob Simon ha Paskal Cariou e oa bet kantadoù a vugale bep bloaz o teskiñ arz ar c’hoariva, gant testennoù kozh, kontadennoù an Uhel, istorioù fentus, pe pezhioù donoc’h evel reoù Tangi Malmanche, Tilly, … E 2014, e Kerien e lavare Goulc’han Kervella :

"Kroget hon eus d'ober pezhioù c'hoari evit ar vugale e 1982, me gav 'din, zoken a-raok, peogwir dre ma z'eus tud Ar Vro Bagan aet war ar vicher, se oa dreist-holl evit gellout sikour bugale a oa e skol evit deskiñ brezhoneg, skolioù kentañ Diwan. Da c'houde-se ar skolioù divyezhek ha laik e bloavezh 1982, setu hon eus kroget diouzthu ivez d'ober pezhioù c'hoari evit ar vugale." Ar re a zo bet stummet a labour hiziv er skinwel, a grou strolladoù c’hoariva (La Obra e Douarnenez, Teatr Piba e Brest), pe a gendalc’h gant ar c’hoariva er c’hlas evit ar re aet da gelennerien, pe war o amzer dudi. 80% anezho o doa bevet raktresoù arzel pa oant e Diwan (pezhioù c’hoari, kan...). Met piv a vo war lerc’h Ar Vro bagan er c’hlasoù ? Piv a ginnigo pezhioù c’hoari ken dreist d’ar vugale, ingal bep bloaz, ha piv, dreist-holl, a zesko d’ar re vihan dizoleiñ ur bed ha n’eo ket hini ar skol, dre ar c’horf, ar yezh, ar from ?

Pezhioù evit ar vugale gant tud a vicher :

Ar Vro Bagan

"Enez al legumaj

Al labous hag ar pesketour

Gwrac'h enez al loc'h

An tour tan

Lizig, priñsezig an dour

Ar gêr vras

Toull ar bleiz

Avaloù Vleago"

Panteatr

"Wishbone Jack"

Gaia Teatr

"Naguisha

ar Barbouti"

Madarjeu

"Alanig al louarn"

Teatr Piba

" Al liorzhour"

La Obra

"Nono ha Polos"

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 0 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.