-- Festivals --
Publié le 4/07/19 16:02 -- mis à jour le 04/07/19 16:02
D'an 18 ha 19 a viz Gouere e vo dalc'het Kejadenn Gentañ ar C'hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs e-kerzh Festival Estivada aozet gant Ti-kêr Rodez hag a zegemero ac'hanomp.
16 kompagnunezh c'hoariva hag ur gengevredigezh a gemero perzh eus : Alzas, Bro Euskadi, Breizh, Katalonia, Korsika hag Okitania.
Pal ar gejadenn-mañ :
- En em vodañ evit rannañ hag eskemm war hon diastaerioù.
- Prederiañ a-stroll evit kavout diskoulmoù hag ijinañ dazont hor c'hoarivaoù ha hor yezhoù.
- Sevel ur Bodad evit labourat asambles.
An eskemm a zo kenaozet gant Kompagnunezh La Rampe TIO (Teatr Etrerannvroel Okitan) staliet e Montpellier ha kengevredigezh C'hoariva gant kevelerezh ti-kêr Rodez.
Un tamm istor :
09/2017 : C'hoariva a gas ur galv d'en em vodañ dre internet d'ar strolladoù c'hoariva e yezhoù "rannvroel" e pep korn eus ar vro.
09/2017 : Komedianed eus Okitania hag Akitania-Nevez en em vod e Tolosa evit kaozeal diwar-benn o diaesterioù.
12/2017 : Rannvroioù Okitania hag Akitania-Nevez a bed C'hoariva da zont d'un emvod etre kompagnunezhioù c'hoariva en okitaneg.
Penn kentañ 2018 : Evit desachañ o evezh war stad hor c'hoarivaoù ur gemennadenn a zo kaset d'ar bolitikourien hag ensavadurioù zo.
2018-2019 : Eskemmoù etre tud eus Bro Okitania ha tud eus Breizh evit bodañ an dud a c'hoariva.
2019 : Bodet e vo arzourien c'hoariva eus pep kornioù bro Frañs evit ober anaoudegezh, eskemm, prederiañ war o fleustroù, hag ijinañ doareoù da vezañ kengred.
Strollad La Obra a vo pedet da vont da c'hoari ar pezh Kakaw (un arvest evit ar yaouankiz).
- En 2021 on voyage virtuellement avec le festival de cinema "Travelling". On va visiter la Nouvelle-Orléans par Agnieszka Misiura le 03/02/2021
- 16ème édition du Festival de poésie Sémaphore par le 20/01/2021
- Le Festival Photo la Gacilly cherche des nouveaux talents dans la photographie environnementale par Agnieszka Misiura le 08/01/2021
- « NoBORDER embarqué » 11-12 décembre 2020 par Soizick Fonteneau Presse le 02/12/2020
- 35e Festival Européen Du Film Court De Brest est en ligne dès demain par Agnieszka Misiura le 09/11/2020
- Deux jours en poésie au Festival du livre de Carhaix par Spered Gouez / L'esprit sauvage le 21/10/2020
Vos commentaires :