photos/30/30299_1.jpg
E Klegereg e oa muioc'h ur bagad mat a bolised, muioc'h eget a vanifesterion evit degemer ar vinistrez
photos/30/30299_2.jpg
D'ar Sul 24 a viz Ebrel e oa sonerion a Vreizh o taeañ ar CRS. D'ar sul 26 a viz Mae e oa ur bagad gwirion a viniaouerion da vroudañ ar vrezhoned.
photos/30/30299_3.jpg
Ar gerzhadeg Roazhon-Pariz a-enep lezenn Taubira
photos/30/30299_4.jpg
Ankiniz o kinnig banneoù e kreiz-ker
- Communiqué de presse -
Enebouriezh ouzh lezenn Taubira e pep korn a Vreizh
Emglev An Tiegezhioù a sav a-du gant an enebouriezh ouzh lezenn Taubira en em ziskouez e pevar-c'horn Breizh.
Par Gwilmod Tepod pour EAT le 26/05/13 21:51

Emglev An Tiegezhioù (voir le site) a ziskler :

"Er sizhun-mañ ez eus bet e-leizh a zarvoudoùigoù a-enep lezenn Taubira, evel bep sizhun abaoe m'eo bet degemeret da vat al lezenn gant ar Stad C'hall. Izili 'zo eus emglev an Tiegezhioù a deus kemeret perzh e lod anezho da c'hortoz pezh mell manifestadeg ar Sul 26 a viz Mae e Pariz, an trede eus ar seurt-se abaoe miz Genver."

"Bep tro e vez gwelet kalz a Wenn-ha-Du-où, kalz muioc'h eget forzh petore bro eus ar c'hwec'hkogn. Reynald secher, an istorour brudet en deus diskleriet ez eo dleet evit un darn sur a-walc'h dre m'o deus soñj Breizhiz (ha Vandeiz, emezañ) eus gwaskerezh ar Stad C'hall da geñver an Dispac'h Gall ha doa divizet lazhadegañ a vil vern (200.000 er Vande) an dud ha na soñjent ket evelto."

Setu enta un nebeut luc'hskeudennoù : e Klegereg e oa bet aozet un degemeradeg d'ur vinistrez a oa ambrouget gant kalz a CRS-ed ; e Felger e oa bet rediet ar stourmerion da dennañ o hirvanniel diouzh ur pont a yae dreist d'an hent-pras 'en anv ar surentez'...; en Ankiniz e oa bet aozet un dijuni dirak an Ti-kêr ; en Naoned e oa bet degemeret 'medalenn ar familhoù gant kalz a vugale' o tougen ur swett "Manif evit an holl" ; diouzh Roazhon ez eus bet ur gerzhadeg difeuls da vont da Bariz evit ar Sul 26 a viz Mae.

"Deuet int a-benn daoust m'int bet lakaet diaes meur a wech gant ar polis a c'houlenne o faperoù betek teir gwech bemdez ; dreist-holl e vez aozet bep sizhun beilhadegoù sioul e pep korn a Vreizh : e Brest, Sant Brieg, Roazhon, Dinan, Naoned, Gwened, an Alre, An Oriant, Kemper.

Nevez'so ez embannas ar skrivagner ha rener strollad c'hoariva Goulc'han Kervella en doa devet e Wenn-ha-Du e traon e liorzh o welout anezhañ ken niverus er manifestadegoù-se na zifennfent ket hervezañ an talvoudoù a zo stag ouzh hor banniel."

Derc'hel a ra EAT er c'hontrol "da c'hervel an holl vrogarourion vrezhon d'en em gavout er manifestadegoù-se ha da vanifestiñ e brezhoneg ha gant banniel Breizh, en anv an talvoudoù uhelañ hag a glot a-grenn gant linenn istorel hor bro : an talvoudoù a warez ensavadur an Tiegezh, ar vugale, ensavadur ar Briedelezh kristen, uhelvennad ar santelezh skoueriet ken mat gant hor Sent kozh ha gant ar re a zo bet d'o heul e prosesion vras ar Vrezhoned a-dreuz ar c'hantvedoù abaoe maz eus eus hor bro."

"Talvoudoù Breizh a viskoazh a zo merket don gant an doujañs ouzh al lezenn naturel, dre maz eo intret sevenadur Breizh gant ar feiz kristen. Neb a anavez istor Breizh a oar an dra-se. Talvoudoù sevenadur an Ankou eo er c'hontrol ar re a zo difennet gant ar c'hwegonteizhidi a Vreizh o deus labouret kement evit saveteiñ hor yezh hag he sevenadur abaoe ar bloavezhioù '70 (hag a zo mat !) met distaolet o deus war ar memes tro re alies ar gwir talvoudoù a zo stag pivelezh wirion hor bro hag ez int aet da heul brizhfrankizioù : ar frankiz revel pergen, a gas d'ar sevenadur eus an Ankou : Hilastalerezh... diforc'h-bugale ... kealiadurezh ar gender ... dimezi ar pared heñvel o reizh... warc'hoazh PMA ha GPA da heul. Emaomp gant un diskaradur rakwelet abaoe 50 vloaz eus ensavadur an Tiegezh", eme Emglev An Tiegezhioù

(voir le site)

pas de code
Emglev An Tiegezhioù
[ Gwelout pennadoù all EAT]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons