Nous n'utilisons pas de cookies sauf pour éviter de vous représenter ce message et, dans le cas des contributeurs, pour faciliter leur login. Vous êtes cité dans un article ? En savoir plus sur la loi RGPD et en particulier le droit à l'oubli.
Communiqué de presse
Perak o deus manifestet ?
Manif pour tous
Emglev an Tiegezhioù, ur gevredigezh katolik ha brezhoneg he yezh, he doa galvet da vanifestiñ e Pariz disul. Savet abred-tre d’ar Sul vintin ez eo loc’het o c’harr-boutin diouzh Brest.
Emglev an Tiegezhioù, ur gevredigezh katolik ha brezhoneg he yezh, he doa galvet da vanifestiñ e Pariz di sul. Savet abred-tre d’ar Sul vintin ez eo loc’het o c’harr-boutin diouzh Brest da 4 eur, ha goude bezañ arsavet e Landerne hag e Gwengamp da sammañ an dud, en em gavjont da 13 eur e Pariz, « Porte Dauphine », hag e treuzjont karterioù Kornog Pariz evit tizhout an « Trocadero ».
200.000 a dud a oa bet, hervez an aozerien, ...28.000 hervez ar polis, ar pezh n'eo ket gwall onest. Niverusoc'h, a galz, eget ar re a zo bet a-raok an hañv, a-enep al « Loi Travail ». Kalz a diegezhioù a oa, evel ma oa kaer gortoz. Laouen an argelc’h, yaouank, difeuls a-grenn. Daoust hag e vezint selaouet ? Da vihanañ, a ziskleir renerien ar Manif ‘vit an Holl, e viro ar vaifestadeg ouzh ar PSF da vouezhiañ lezennoù all a-enep an tiegezhioù. Betek-hen, da vihanañ emezo, o deus miret ouzh ar gouarnamant da aotren ar PMA hag ar GPA gant manifestadegoù bras-divent (milionoù a dud) e 2013 ha 2014.
Unan eus ar palioù pleustrek all a zo, sur-mat, pouezañ war ar vreutadeg a c’hoarvez er-mare-mañ e metoù « Le Républicains » evit dibab o dileuriad evit mouezhiadeg miz mezheven 2017 evit kadoriadelezh ar Republik. Er vreutadeg a oa bet diriaou war ar skinwel ne oa bet anv ebet eus Lezenn Taubira nag eus an naontek poent all vroud ar Manif ‘vit an Holl da zifretañ kement.
Perak o deus manifestet ?
1- Da gentañ-holl e chomont a-enep lezenn Taubira, evel 40 % eus an dud e Frañs (ha 61 % eus an dud « a-zehou » hervez an sontadurioù diwezhañ) ;
2- A-enep ez int ouzh ar raktresoù da aotren ar GPA, da heul lezenn Taubira ha c’hoant Pierre Bergé da c’hellout « feurmiñ e gof » ;
3- A-enep an advaberezh gant koubladoù heñvel o rev : lezennoù an advabañ a oa evit reiñ un tad hag ur vamm d’an emzivaded, ha n’eo ket da reiñ ur « gwir da gaout bugale », emezo ;
4- A-enep ar PMA evit ar maouezed dizimez pe ar c’houbladoù maouezed ;
5- A-enep al lezenn nevez-vouezhiet da lidañ ar PACS en tiez-kêr, ha da c’hellout torr-dimeziñ hep barner.
6- Ivez a-enep ar gwir a zo bremañ da « gemm rev », pe rag-anv, netra nemet en ur gemenn-se dre lizher d’an tiez-kêr ;
7- A-enep ma vez ret hiviziken goulen n aotre pa zivizer sevel ur skol dishual digevrat gant ar Stad ;
8- A-enep kelennerezh damkamiezh ar « gender » er skolioù war zigarez komz eus an ingalded Gwazed/maouezed, d’un oad m’o devez ezhomm ar vugale da gaout patromoù hennadel kreñv d’o sikour da dreuziñ ar grennardiezh ;
https://emglev.wordpress.com/2016/10/17/manif-vit-an-holl/
Gwilmod Tepod
pour EAT
17/10/2016
09:14:00 — modifié le 9/12/2025 03:49
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !
Laisser un commentaire
Règles des commentaires
Respectez la langue de l’article (FR ⇄ BR).
Pas d’attaques personnelles, de propos haineux, de doxxing ni de trolling.
Respectez la loi : pas de diffamation, propos haineux (racisme, sexisme, homophobie…), négationnisme, apologie de crimes/actes violents, harcèlement ou incitation à la haine/violence.
La rédaction peut publier, refuser ou retirer tout commentaire à sa discrétion, y compris lorsque l’auteur de l’article a déjà modéré (sur ABP les auteurs sont les modérateurs).
En continuant, vous confirmez avoir lu et accepté ces règles.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !