Taolenn Kannadig Imbourc'h, kelaouenn Emglev An Tiegezhioù niv. 87 Gouhere – Gwengolo 2014 :
Ar Gender : ur gealiadurezh e servij sevenadur an andiforc'hded, gant T. Gwilhmod
(Ur gealiadurezh frankizelour…awenet gant ar Varksouriezh… da ziskar ar sevenadurezh a-vremañ a anavez kenglokaüsted ar c'houblad… Mennozhiadeg ar Gender hag ar stourm evit Breizh : dilavaroù an Emsav frankizelour brezhon. Ur gealiadurezh c'haouiat hollveliour... kaset war-raok en Unvaniezh Europa gant diskianted c'hwec'hgonteizhat...)
Mont ermaez eus an antell stignet, gant Donwal Gwenvenez
(Ur fablenn war an tu-gin…ABC de l'Egalité, an Diskeladegoù Palestiniz e Pariz, brezel e Siria hag Irak…)
Notennouigoù, gant Olavo de Carvalho, Brezhoneg gant Ewan Delanoy.
An darempred gant an Aotrou Doue, homelienn gant Youenn Troal, beleg.
("Ar bobl-se am enor gant he muzelloù, he c'halon avat a zo pell diouzhin” (Mk 7.)
Lec'hanvadurezh vreizhek e Bro-Naoned, eil lodenn, gant Yann Mikael
(An enezennad vrezhoneger Anorzh-Safrieg)
Notennoù diwar an darvoudoù, gant Yann Maneguen
(Bro-Skos ha Breizh)
Buhez Hon Emglev :
emgav “Breuriezh sant Erwan-Beleion Breizh ; e Festival al levrioù e Karaez d'ar 25-26 a viz Here (10e – 19e) e vo ur stalig gant Imbourc'h (ti-embann Emglev An Tiegezhioù) gant kinnig al levr katekiz “Diverradur katekiz an Iliz katolik”.
Ezhomm da gaout izili en deus Emglev An Tiegezhioù 15 euro eo ar skodenn a ro ar gwir da resev ar C'hannadig e paper. Evelkent e c'heler lenn anezhañ en linenn: (voir le site)