Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
EAT : "Dinatur eo Lezenn Taubira nevez votet"
Embann a ra Emglev An Tiegezhioù ez eo Lezenn Taubira ul lezenn gall ha dinatur ouzhpenn lakaet war ar Vrezhoned.
Par Gwilmod Tepod pour EAT le 23/04/13 19:10

Diskleriañ a ra Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) e kendalc'h da stourm ouzh al lezenn dinatur-se a zo azonus-tre eus gwir natur Bro-C'hall hollveliour hag anzoueat an Dispac'h Gall.

Ar meurzh 23 a viz Ebrel a vo evit kalz a dud un devezh-kañv en abeg da vouezhidigezh al lezenn a nac'h ouzh an holl vugale da vezañ savet e stern naturel koublad an Tad hag ar Vamm. Lod o devo daou dad ha mamm ebet, ha lod o devo div vamm ha tad ebet, a youl gaer.

Abaoe meur a viz ez eus bet ur sinadeg a 700.000 a dud ha div vanifestadeg vras-tre e Pariz, gant kalz a vrezhoned daoust pegen pell edont d'an 13 a viz genver ha d'ar 24 a viz Meurzh.

D'an eil a viz c'hwevrer e oa bet manifestadegoù dirak pemp prefedti Breizh.

D'ar merc'her 17 a viz Ebrel ez eus bet 100 a dud e Kemper, 200 e Sant Brieg, 800 e Gwened ha meur a viliad en Naoned, tra ma oa bet chouet war ar pennoù bras a ziskoueze o fri : An Drian e Brest, Hamon er Plounevez ar Faou, ha re all c'hoazh...

Meur a vanifestadeg all ez eus bet bemdez abaoe en Oriant, en alre, e Pont-Aven, hag er c'hêrioù Bras.

D'ar Meurzh 23 a viz Ebrel : e Brest plasenn ar Frankiz da 22 eur, e Gwened e harz ar ramparzhioù da 21 eur, en Naoned ur veilhadeg da 20e 30 plasenn Viarme (lid-kañv)

D'ar sul 5 a viz Mae e vo melloù manifestadegoù e kêrioù bras Frañs. Evit Breizh pemp departamant e vo dalc'het e Roazhon (kirri boutin adalek Brest a vo)

D'ar sul 26 a viz Mae, Gouel ar Mammoù, e vo ur vanifestadeg a nevez e Pariz, an trede.

Gervel a ra EAT an dud da gemer perzh en emsavadeg sioul ha difeuls-mañ a zo en em ziskouezet, da zifenn mort ensavadur an tiegezh a viskoazh : un Tad, ur Vamm hag ur bugel.

(voir le site)

pas de code
Emglev An Tiegezhioù
[ Gwelout pennadoù all EAT]
Vos 2 commentaires
Yann Maneguen Le Dimanche 28 avril 2013 15:22
Beilhadeg bep noz etre 21 eur ha 22 eur e iliz sant marzhin.
(0) 
Yann Maneguen Le Mardi 30 avril 2013 11:05
Emberr d'ar meurzh 30 a viz Ebrel, beilhadeg da 22 eur plasenn ar Frankiz
E Sant Marzhin ez eo pedennoù da 2& eur bemnoz betek digwener.
E Brest, Kemper Sant Brieg, Roazhon An Oriant An Alre Gwened hag en Naoned e vez traoù bemdez kazimant.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons