Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Hirbannieloù ar vanifestadeg da zont.
Hirbannieloù ar vanifestadeg da zont.
Karrboutin emglev An Tiegezhioù
Karrboutin emglev An Tiegezhioù
Penn ar Bed
Penn ar Bed
- Appel -
Emglev An Tiegezhioù & Lezenn T'obéiras : emgav e Pariz
Gervel a ra Emglev An Tiegezhioù ar vrezhonegerion a gompren an dizurzhioù a glask ar gouarnamant degas er gevredigezh gant Lezenn Taubira d'en em unaniñ dindan e vanniel.
Gwilmod Tepod Par EAT le 12/02/13 12:12
29059_8.jpg
Aet omp !

58 % eus an dud e Frañs a sav a-enep danvez-lezenn Taubira hervez sontadeg VITA.

N’int ket evit aotren d’ar pared heñvel o rev advabañ bugale.

Emglev An Tiegezhioù a c’halv ar vrezhonegerion d’an em gavout e Pariz evit manifestiñ o eneberezh a-gevret gant ar Vretoned a zeuio eus Breizh (war-dro 120 karr-boutin), hag e brezhoneg. En engroez a gantmiladoù a dud e vo klasket bodañ ar vinaouerion da seniñ “Kan-bale Kadoudal”.

Emgav : etre Koad Boulogne hag ar Sablons e vo parket karr-boutin EAT (hezoug 06 95 64 13 72).

Hor banniel a vo uhel-mat (5metrad) a-us d’an dud, gant banniel ar Vatikan (Gwenn ha melen) dindan hor Gwenn-ha-du.

Skritelloù brezhoneg a vo dasparzhet d’an dud.

Doue da viro ouzh ensavadur an Tiegezh, gwall-zisteraet gant al lezennoù gall dija, da vezañ pulluc’het gant an danvez-lezenn-se.

Manifestiñ a raio EAT da gentañ evit ar vugale da zont a vo ganet lod anezho a youl gaer o nac’h outo ar gwir da anavezout o gwir zad pe o gwir vamm.

Aozet e oa bet gant Emglev An Tiegezhioù ur c'harr-boutin evit diskeladeg vras an 13 a viz Genver 2013 (voir le site) ; hini ar sul 24 a vo kenkoulz ha moarvat brasoc'h c'hoazh diouzh ma c'heller barn gant diarbennoù bras-tre en deus kemeret Prefed Pariz (voir le site)

(voir le site)

Voir aussi :
Emglev An Tiegezhioù
Gwelout pennadoù all EAT
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons