Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Reportage -
Un eostad haiku fonnus a-raok an hañv : amzer d'ar vugale da vont war raok c'hoazh
Ugent bugel aketus o selaou penaos e vez savet haïku e Japan hag e Breizh
Par Fanny Chauffin pour ABP le 25/06/12 15:25

Klasad Annig e skol Diwan Kemperle : ugent penn blev melen, ruz ha du leun a fent hag a vrezhoneg, o c'houlenn resisadurioù war an doare da sevel haïku. Pet silabenn ? Penaos kontañ buhez ul louarn en ur barzhoneg ken berr ? Penaos komz diwar-benn an amzer, ar from, al loen, un istor tennet eus va buhez din-me liammet gant al louarn... e teir linenn ?

Deuet e oa Mai Ewen, priz Imram 2011, da zisplegañ dezho penaos ober. Skrivet ouzh an daolenn gerioù e brezhoneg : " skolig al louarn - ul louarn fin - mouar - douarenn al louarn - al lous - chaseourien - mouar - flastret -... "

Ha diskouezet 'oa bet dezho ul louarn faos o tisplegañ pegen lemm e oa divskouarn ul louarn, pegen fin e oa e fri evit c'hwezhañ pep tra tro dro dezhañ.

Ha war lerc'h, un hanter-eurvezh gant ur follenn ha fotoioù evit sikour ar re ne oant ket awenet. Ha dindan, ar barzhonegoù a zo bet skrivet. Prest eo Mai Ewen da zont er c'hlasoù pe da stummañ kelennerien ha skolaerien o dije c'hoant deskiñ sevel haiku ganto ha gant ar c'hlasad. (06 79 14 96 87)


Perak 't eus ket sellet

a-gleiz hag a-zehou

a-raok treuzin an hent ?


Ur babig louarn

o c'hoari

en heol.


Marv al louarn

gant un oto

gwad war an hent skornet.


Da noz e miz Kerzu

ul louarn disampart ha klañv

en ur c'hoad teñval ha du.


Lazhet breur al louarnig

lazhet e dad lazhet e vamm

familh ebet ken.


C'hwezh ar chaseour

o tostaat

poent eo mont kuit.


Barv gwenn al louarn

e kreiz an erc'h

c'hoant dezhañ bout tad Nedeleg.


Daou louarn o pourmen

e-barzh ar c'hoad

gwisket gant e delioù nevez


Latar ar mintin

un oto ruz o tremen

skoet al louarn kozh.

Document PDF . Source :
Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons