Publié le 26/12/21 10:17 -- mis à jour le 26/12/21 10:17
Grall enoret el lise, e stal Penn da benn ba Kemperle, e Lokunole gant Dan ar Braz, e Pont Aven gant ur skipailh skrivagnerien, hag e Nizon : brav an abadennoù !
Kroget e oa bet ba ti Marijo, 'ba Penn da Benn, gant Pierre Tanguy ha Marcel le Lamer gant lennadennoù merc'hed ar vro. Deuet e oa Pierre ba lise Kerbertrand, ha Dan ar Braz war e lerc'h evit komz diwar benn Grall ar barzh, Grall ha Villon. Hag evit echuiñ penaos en doa graet Dan evit kanañ testennoù Grall.
Goude e oa bet lidet gant Preludes de l'Aven, ba Nizon en iliz leun chouk (250 a dud) Grall gant testennoù "Solo", "le barde imaginé", ha "L'inconnu me dévore" lennet gant Malik Faraoun. Brav oa an abadenn gant ar sonerien eus Pariz, Emmanuelle le Cann ha Matthieu Lejeune (piano ha gourvioloñs).
Sur a-walc'h e vefe bet eurüs Zavier da selaou kement-all, 40 vloaz goude e buhez war an douar-mañ. Addizoloet nerzh e varzhoniezh gant lod an dud, ar re yaouank hag ar re gozh, n'o doa ket morse bet tro da lenn e varzhoniezh tener, levezonet gant ar Grennamzer hag ar rock'n roll, keltiek ha relijiel war un dro...
- Bloavezh mat d'an holl gant sonerezh, dañs, plijadur ! par Kerne Multimedia le 02/01/2023
- Les Rias : miliadoù a dud, krouiñ, barzhoniezh e leizh par Kerne Multimedia le 28/08/2022
- Bro Iwerzhon pedet 'benn bloaz b'an Oriant par Kerne Multimedia le 19/08/2022
- Distro ar FIL gant ur stumm nevez : 51vet gouel ar Gelted, bloavezh Asturias par Kerne Multimédia le 18/04/2022
- Konterien ba Sant Turn : brav an eostad ! par Kerne Multimédia le 30/01/2022
- De 1970 à 2000, les deux vagues celtiques par Kerne Multimédia le 30/12/2021
- Me garfe mont : un doare dic'hortoz da selaou Grall par Kerne Multimédia le 30/12/2021
- 45 ans plus tard, Dan ar Braz rechante Xavier Grall par Kerne Multimédia le 21/12/2021
0 | 0 | Tweet |
![]() |