Publié le 19/08/21 12:10 -- mis à jour le 19/08/21 12:10
Laouen an dud, difiñv ar paotr o ren e skipailh sonerien evel ur MC sirius, atav, o lakaat pep sonenn da gouezhañ, evel ur follenn nij, war al leurenn
Sonennoù diamzeriet, kompozet gantañ, levezonet atav gant ar Barzaz Breizh, menneg mat tre evit "Gwerz Montsegur" gant ur c'hoari gouleier dreistordinal. Istor marv Kathared, gant gwad ha tan, ha livioù ruz ha melen o lakaat flammennoù an ifern war al leurenn.
Sirius eo ar c'haner, re marteze. Mousc'hoarzhin a ra e fin an abadenn, hag an arvesterien, feal ha kozh a-walc'h (met ker eo evit mont e-barzh, hag eizh abadenn a vez kinniget er festival), o stokañ barzh o zaouarn 'pad pell amzer... Denez a chom Denez, ur c'haner gant ur brezhoneg brav, ur vouezh aes da adanavezout, ul lusk a lak' da zañsal diouzhtu. Ne oa ket Oxmo Pucino evit "Waltz of life" daoust da Aziliz Manrow bout aze gantañ ha tonioù all. Domaj.
- Bloavezh mat d'an holl gant sonerezh, dañs, plijadur ! par Kerne Multimedia le 02/01/2023
- Des films d'animation en breton pour toute la famille sur Brezhoweb ! par BREZHOWEB le 23/12/2022
- Deux courts-métrages en breton à voir sur Brezhoweb ! par BREZHOWEB le 22/12/2022
- Ar film bevaat "Ar Vigornez hag ar Balum" da welet war Brezhoweb ! par BREZHOWEB le 28/10/2022
- Le film d'animation "Ar Vigornez hag ar Balum" disponible sur Brezhoweb par BREZHOWEB le 24/10/2022
- Le film Emily de Frances O'Connor gagne le 33e Dinard Festival du Film Britannique par Agnieszka Misiura le 05/10/2022
- Deuit disul da Gemper : 8 film berr krouet e 48 eurvezh diskouezet d'an arvesterien ! par Kerne Multimedia le 27/09/2022
- A-Galon : défilé Spectacle de Pascal Jaouen par le 15/09/2022