Goude bezañ bet c'hoariet "Danjerus, tamm ebet ! " c'hwec'h gwech, hag an "opera cochonnier" c'hwec'h gwech ivez e 2010/2011, setu strollad Fubudenn (komprenit "fubu" e brezhoneg bro Gwidel) ; setu ar strollad merc'hed o kinnig ur pezh-c'hoari evit ar vugale skrivet gant ur strollad eus Brussel, "Theatre du Copeau" e anv.
Ur gontadenn a vez kavet ivez e Konk-Kerne (kontet gant Jos Goapper) eo diazez an istor. Ur vamm, Maminko, ur mab disampart ha sot un tamm, ur rouanez didruez, ha setu an arvesterien o selaou sonerezh Polonia ha Roumania war un dro. "Djindobre" a vez lavaret ingal, o veskañ pozioù brezhoneg gant yezhoù Europa ar Reter.
C'hoariet e vo evit ar wech kentañ d'ar Sadorn 29 a viz Here, da 3 eur e korn ar vugale e-pad Gouel al levrioù e Karaez, a-raok kinnig an abadenn da skolidi skolioù divyezhek bro Kemperle e miz Genver e-pad festival Taol Kurun.