Bugale skol Diwan ar Faou : lennerien ampart dija !
Gant Valerie Trefles o doa studiet levrigoù bihan Priz ar Vugale.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 21/07/11 14:40
Sioul ar c'hlasad, bugale aketus. Ganto al levrioù bihan bet embannet gant Keit Vimp bev. War ur follenn, goulennoù evit an tri skrivagner deuet er c'hlas. Ha da c'houde, pa oa bet roet ar prizioù, da bep hini da lenn, er c'haier "lennegezh" an destenn bet savet ganto.
Bugale a gomz, a lenn hag a skriv e brezhoneg. Ampart dija. Hag int da gontañ an istor o deus krouet e galleg, hag e brezhoneg. Gourc'hemennoù dezho ha d'o skolaerez.
Evit kaout an dastumadeg nevez, mont e darempred gant
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....