101 vues

Budjet kempouezh, ur bern oberiantizoù ha raktresoù, ha bremaik ur post arc'hantet gant ar gumuniezh kumunioù.

Budjet kempouezh, ur bern oberiantizoù ha raktresoù, ha bremaik ur post arc'hantet gant ar gumuniezh kumunioù.

Ganet pevar bloavezh 'zo war intrudu dilennidi ar gumuniezh kumunioù, gant Marcel Moysan karget eus ar sevenadur hag ar yezh, kreskiñ a ra mat an traoù : 26 kevredigezh, ur festival Taol Kurun gant 50 abadenn disheñvel, 325 bugel o tañsal e miz Meurzh, 300 o redek tro dro Maner Kernot e miz Mae, raktresoù a bep seurt...

Setu neuze un droiad kinniget gant Lenig, buhezourez ar rouedad, evit lakaat an dud da zizoleiñ burev Ti ar vro e bourc'h Rieg.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....