Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Souibidigezh an abretañ posubl : Dalgalian hag ar vrezhonegerien yaouank
Ur chañs hon eus e Breizh : e Guenin, kichen Pondi emañ o chom ur c'hlasker, ur stourmer evit un deskadurezh divyezhek, Gilbert Dalgalian e anv. Un den interessant kenañ.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 9/06/11 23:16

Ar familh, ar skol hag an en dro, setu ar pezh e faot kaout evit gallout reiñ un dazont dar brezhoneg. Ma ne gomz ket brezhoneg ar bugel er familh, ma ne vez ket un en dro e brezhoneg, ma n'eus brezhoneg ebet er skol, penaos e c'hello evit lakaat ar brezhoneg da vevañ ?

Deuet e oa Gilbert Dalgalian, pedet gant Div Yezh ha Kumuniezh Kumunioù bro Kemperle e Kerien (mankout a ra ur bugel evit gallout digeriñ ur c'hlasad e miz Gwengolo) evit displegañ pinvidigezhioù un deskadurezh divyezhek.Komz a ra meur a yezh, an turkeg eo e yezh vamm dezhañ. Penaos e c'hell ur bugel deskiñ hep gouzout dezhañ kement a sonioù, a frammoù disheñvel ?

Paotr Ofis ar brezhoneg a genveria anezhañ o da "alc'houez aour" Anjela Duval. Ar brezhoneg a c'helle digeriñ bed ar brezhoneg, evit kompren an en dro, alc'houez aour Dalgalian a zigor d'ar re all, d'ar yezhoù all, ha d'ar sevenadurioù all.

Dalgalian, ur paotr bihan, dirak 60 a dud. Simpl, sklaer, stourmer evit ar bedagogiezh hag evit an divyezhegezh.

Aes eo dezhañ displegañ gant tri zra pouezusan e sav poent :

1 - ar stummadur divyezhek ur bugel a stumm anezhan gwelloc'h ma vefe desket abred-tre. Stummadur an empenn, met stummadur ar c'horf ivez. A-raok 7 vloaz, ha gwelloc'h c'hoazh a-raok 5 bloaz.

2- an divyezhegehz abred, galleg-brezhoneg, ne vo ket graet evit laoskel ar galleg a-gostez, met evit pinvidikaat anezhañ. Ar yezh all a sikour ar yezh, hag en tu all eo gwir ivez. Ne vez ket desket div wech ar memestra : tout ar pezh a zo diazezoù ur yezh (eskemm, en em zigarez, ...).

3- Ur bugel divyezhek abred, a vo multiyezhek buan-tre, gant an diaezoù fonetek, yezhoniezh, ha sevenadurel. Ha doareoù deskiñ efedusoc'h.

Ur brezegenn interessant kenañ, da selaou gant tout an dud dedennet gant al labourioù nevez ar yezhourien (Jean Petit, Jean-Pierre Changeux).

Diaes e oa tabutal diwar plas an divyezhegezh e Breizh war lec'h ; ne ouie ket Dalgalian e oa 14 000 bugel skoliataet e brezhoneg e Breizh, da lavarout eo ... 2% hepken eus ar re skoliataet e Breizh.

Gant ma vo komzoù Dalgalian skignet e pep lec'h: reiñ d'ur bugel un deskadurezh divyezhek eo ur prof hag ur binvidigezh roet dezhañ !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons