Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
Penaos lakaat ar re deuet da zeskiñ brezhoneg ?
Aozet ez eus bet gant kumuniezh kumunioù Kemperle un emvod evit lakaat da gejañ ar re a ra war-dro ar brezhoneg e 12 kumun. Evit gouel Breizh e oa bet bodet e Skaer un ugent bennak a dud, dilennidi ha kevredigezhioù, evit klask mont war-raok.
Par Fanny Chauffin pour ABP le 14/05/11 21:47

Ha mont a ra war-raok an niver a dud deuet o teskiñ brezhoneg ? Hag ar vugale ? Penaos gwellaat an traoù ?

Mervent, kuzul skoazell skol Diwan Kemperle, kelennerien, dilennidi 6 kumun a oa aze : maer Kemperle, maerez Skaer, maer Kerien, met kerent, prezidanted kevredigezhioù a ro kentelioù noz er vro ivez.

16 kumun : 6 anezho n'o deus ket sinet karta Ya d'ar brezhoneg, 6 anezho ivez n'o deus nag ur c'hlasad divyezhek nag atalieroù arc'hantet gant ar c'huzul meur hag ar rannvro, ha war a seblant e ya an niver ar skolajidi o heuliañ an opsion brezhoneg er skolaj war an digresk. Echu el lise abaoe daou vloaz. Bez e vo evit ar wech kentañ ur rummad divyezhek (daou brantad e brezhoneg a-benn distro-skol 2011).

Penaos lakaat ar re deuet da zeskiñ brezhoneg ? Dre lakaat prizioù ar c'hentelioù da vezañ izeloc'h : e St Ke-Porzh-Olued e vez paeet 50 euro evit ur skoliad, kuit d'ar gumuniezh kumunioù da baeañ ar 150 euro a chom. 25 skoliad a zo evit pep prantad. Kalonekaat ar re o deus c'hoant da zeskiñ brezhoneg a c'hellfe bezañ talvoudus.

Dre lakaat an dud da glevout brezhoneg e pep lec'h : en davarn (brezhonegerien oc'h aozañ filajoù en tavarnioù), dre aozañ devezhioù (da Sadorn) evit ar gerent ne heuliont ket kentelioù. Lakaat e plas emgavioù a-hed ar bloaz : kejadennoù, un abadenn c'hoariva e brezhoneg pep trimiziad. Ha gant ur gwir youl bolitikel : divyezhegezh er straedoù, evit an euredoù, teuliadoù da leuniañ, ...

Hag evit ar vugale ? Reiñ dezho ar chañs da glevout ha da gomz brezhoneg bemdez gant atalieroù brezhoneg arc'hantet gant ar rannvro, an departamant, hag ar gumun (500 euro ar bloaz evit un eurvezh pep sizhun dre glasad). Ur chañs roet da 5% eus bugale bro Kemperle nemetken.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 1 commentaires
Yann-Ber TILLENON Le Samedi 28 mai 2011 21:10
Pal nesañ an Emsav zo ar Stad Vrezhon evit en em zieubiñ. Bez e ranker dibab an hent gwellañ evit e dizhout ! Da lavarout eo raktresañ ar pazennoù a gaso an Emsav d’an disoc’h-se...
An dek mil embregadenn bet lakaet dindan anv an Emsav abaoe kant vloaz o klask mirout ar c’hoefoù kozh, ar chapelioù kozh, ar botoù koad kozh, ar yezh kozh, feiz hon tadoù kozh n’o deus ket
kaset da belloc’h eget sankañ Breizh er framm gall evit ober "Bretagne" anezhi, da lavarout eo war he marskaoñ.
N’o deus kaset da netra nemet da zigalonekaat an dud. Ar skouer int hepken eus ar pezh na zleer ket ober. Sevel ar Stad Vrezhon a dremen dre an dispac’h. An dispac’h a vez graet gant dispac’herion.
Ha petra eo un dispac’her ?
Un den o sevel ur gevredigezh hag ur Stad nevez eo. Kas a ra da get ar gevredigezh hag ar Stad kozh... E gerioù all, e sav ur Stad politikel nevez. Un den stummet e rank bezañ an dispac’her. Eleze, e Breizh, (an Emsav) ne zeuer da vezañ emsaver nemet dre ur stummidigezh termenet resis.
Div bazenn gentañ ar stummidigezh-se zo : a) gwriziennañ en Emsav, b) ren e vuhez krouiñ e brezhoneg. Er re-mañ e vo ivez talbennoù div zisplegadenn. Petra a dalvez gwriziennañ da gentañ ? Petra a dalvez kemer gwrizioù ? Petra eo ar gwrizioù ? Tud ’zo a gred e teuer da Vreizh hag e kroger da vevañ evel an dud a zo e "Bretagne" proviñsel.
An dud er "Bretagne" a vez o c’hallekaat, – bremañ eo echu an tremen-se. Ar galleg eo a ren er vuhez kevredigezhel, ma n’eo ket ar spered politikel gall ! Neuze gwriziennañ a ve en em veskañ gant an dud hag ober evelto. Tud o deus kredet, ne gav ket din ez eus bremañ tud c’hoazh o krediñ se, e oa ret dont da "Vreizh-Izel"evit en em veuziñ er boblañs hag en em heñvelaat outi.
An dud o dije graet-se a vije holl deuet bremañ war ar galleg. Dilezet o dije feiz o zadoù kozh, peogwir emañ ivez ar boblañs dre vras o tilezel an Iliz e Breizh, – (ar fideled a chom, a chom dre voaz dreist-holl : N’eus emsav relijiel gwirion ebet. Al luskad relijiel nemetañ eo an Oberiezh Katolik Gall a zo oc’h en em ledañ war Vreizh). Anat eo ne c’hell ket ar gwriziennañ bezañ an dra-se. Emañ ar boblañs o kouezhañ. Gwriziennañ n’hell ket kouezhañ ganti er "Bretagne" ! Petra e c’hell bezañ neuze gwriziennañ e Breizh?
Gwriziennañ zo kemer perzh en Emsav o krouiñ e brezhoneg nevez evit sevel frammoù stadel nevez a gemero lec'h ar frammoù gall a-vremañ. Gwriziennañ a rank bezañ, evidomp, gwriziennañ en dazont ha n'eo ket en dremened !...
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons