- Communiqué de presse -
Jill Evans, prezidantez Plaid Cymru, a vo degemeret e-kerzh Kendalc'h Broadel UDB
D'an 20 hag 21 a viz Du 2010 e kreizenn Amzer Nevez Plañvour (bro an Oriant) e vo dalc'het tregontvet kendalc'h broadel UDB. Gortoz a reer 150 dileuriad a-berzh seizh kevredad UDB evit un abadenn virvidik etre an emsaverien. Disadorn goude merenn e vo komzet dreist-holl eus hentoù politik UDB evit an daou vloaz o tont.
Par Mona Bras pour UDB le 18/11/10 14:56

D'an 20 hag 21 a viz Du 2010 e kreizenn Amzer Nevez Plañvour (bro an Oriant) e vo dalc'het tregontvet kendalc'h broadel UDB.

Gortoz a reer 150 dileuriad a-berzh seizh kevredad UDB evit un abadenn virvidik etre an emsaverien. Disadorn goude merenn e vo komzet dreist-holl eus hentoù politik UDB evit an daou vloaz o tont.

En ur soñjal ha prederiañ war stad ar gevredigezh ec'h embanno emsaverien UDB o strategiezh evit ar strollad, an emglevioù.

Disul vintin da unnek eur rik e tegemero UDB gant plijadur : Jill Evans, a zo prezidantez « Plaid Cymru » (Kembre), kannad Europa abaoe 1999 ha prezidantez Emglev Libr Europa (ELE) e Parlamant Europa.

Lakaat a raio Jill Evans ar gaoz war pezh zo bet degaset gant an emrenerzh e Kembre. Ha kement hag ober war an devolusion e Breizh-Veur ha penaos e ya war-raok, tra ma chomomp e Frañs Sarkozy gant an tu-kleiz en deus bet votet ul lezenn fall-put war ar strollegezhioù ha tregont vloaz an digreizennañ en e boull. Pep hini zo degemeret er brezegenn gant Jill Evans. Digor d'an holl.

 

Tud ar sindikadoù a zeuio ivez, evit komz diwar-benn ar retredoù.

 

Pa'z echuio an daou devezhiad labour, ar burev politik nevez a zilenno dileuridi UDB. Dav e vezo dezhañ ober gant disoc'hoù ar c'hendalc'h.

 

Titouroù a faot deoc'h, darempred evit ar gazetennourien :

jef.monnier [at] udb-bzh.net

(voir le site)

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons