Put your name here

Manif Diwan e 2021
Manif Diwan e 2021
Communiqué de presse
Galv an UDB ; an holl ba Karaez dimerc'her !
Gervel a ran an UDB da vont dimerc'her da Garaez evit diskouez nerzh ar Vretoned evit cheñvh politikerezh Blanker
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 22/09/21 0:02 -- mis à jour le 22/09/21 00:02

Gervel a ran an UDB da vont dimerc'her da Garaez evit diskouez nerzh ar Vretoned evit cheñvh politikerezh Blanker UDB Kreiz Breizh a c’halv an dud da gemer perzh er vodadeg skoazell d’ar gelennadurezh e brezhoneg ha d’ar gelennerien(ezed) divyezhek a vo e Karaez, da 4eur g. m., d’ar Merc’her 22 a viz Gwengolo e Kerampuilh dirak burevioù Rannvro Breizh.

Ar goulennoù savet gant saverien ar vodadeg eo ar Stad C’hall a ra war o zro : digeriñ ha serriñ ar postoù kelenn, niver a eurvezhioù kelenn, stummañ ar gelennerien… padal e c’hortozomp digant Christian Troadec, isprezidant nevez a zo war e garg d’ober war-dro yezhoù Breizh ha Bretoned ar bed, ha digant ar c’huzul Rannvro ma lakfent gwask war ar Stad-C’hall evit ma vo sinet ur gevrat Stad-Rannvro a-feson evit pezh a sell eus yezhoù Breizh. Fell’a ra deomp gout, ivez, pegement a vo postet resis gant ar c’huzul Rannvro e budjed ar brezhoneg hag e c’houlennomp ma vo implijet da vat ar brezhoneg e mont en-dro pemdeziek hag e kehentiñ ar c’huzul Rannvro.

N’hellomp ket lezel ken gant ar Stad-C’hall ar galloud da zivizout eus dazont ar gelennadurezh divyezhek ha dre soubidigezh. Pe vije ar c’huzul Stad, ar rektordi, ar gouarnamantoù, n’hellomp ket kaout fiziañs ken enne nag e aozadurioù ar Republik C’hall.

Unvaniezh Demokratel Breizh a c’houll ma vo graet war-dro ar gelennadurezh dre soubidigezh hag ar gelennadurezh divyezhek gant Rannvro Breizh ; ar Vretoned a c’hello e-giz-se choaz o dilennidi diouzh al labour vo bet kaset da benn gante."

UDB Kreiz Breizh

poltred :Maud Dupuy

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.