Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Sarah Chedifer, romantourez, danevellerez, difazierez ...
Brav oa he romant : Hañvezh an Dermajied embannet e 2006, lennerez feal ha buhezourez dedennus-tre ar blog A ! Lenn...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 15/10/12 21:40

Brav oa he romant : "Hañvezh an Dermajied" embannet e 2006, lennerez feal ha buhezourez dedennus-tre ar blog A ! Lenn ... (voir le site)

ABP-Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ? Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Ar muiañ a labour ?

Sarah - Unan nemetañ, evit Priz ar Yaouankiz. Ne gav ket din e oa re labourus, met dilezet em boa ar raktres tamm-pe-damm goude m'em boa skrivet tro an 3/4 eus al levr, ne welen ket mui penaos stagañ ar fin gant ar peurrest. Laosket em eus ur bloavezh pe zaou da dremen, ha p'eo bet goulennet diganin en-dro, em eus adkemeret an teuliad ha gwelet splann en un taol penaos ober :)

ABP-Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

Sarah-'M eus ket.

ABP- Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

Sarah-Kroget em boa war un dro gant un eil romant evit Priz ar Yaouankiz. Skrivet em eus tro 1/3 anezhañ hag ar steuenn zo kazi splann em fenn. Siwazh, traoù 'zo ne zeuan ket a-benn da liammañ etrezo c'hoazh, met marteze e kavin un diskoulm un deiz bennak . E anv : Goude marv DJ Mao.

ABP-Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

Sarah-Ya, lennet em eus an holl evit an daou briz. Ur sapre eostad a zo, n'hellan ket dibab. Hini skiant faltazi Envel Kervoas Naig ha morvil an egor zo unan eus ar re wellañ, asambles gant un toullad romantoù eus PYM, YFJ ha JEM. Pas an holl koulskoude. Nevesoc'h 'zo em eus kavet dreist Iskisat breur bihan ha Balafenn houarn. Un toullad reoù all o deus plijet din, bep bloaz em bez souezhadennoù, met n'hellan ket o menegiñ holl !

ABP- Deiz ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Sarah- Trugarez, dija, ar mennozh zo entanus ha digeriñ a ra kalz a hentoù. Un nebeut kinnigoù a c'hellan ober memestra ? Kavout a ra din n'ez eus ket a-walc'h a zibab, bloavezhioù 'zo, neuze e kavfen gwelloc'h lakaat ar priz bep daou vloaz, da skouer, amzer da rastellat muioc'h a zanvez evit na ginnig nemet levrioù espar.

A-hend-all, perak ne vez ket digoret ar priz da skolidi ar c'hentelioù noz ? an dud gour a blij dezho levrioù 'zo eus ar rummad. Un doare e vije da stummañ lennerien ha klianted nevez, a-benn lakaat bed al levrioù da virviñ. Ha dedennus tre e vije keñveriañ dibaboù ar re yaouank gant dibaboù an dud deuet.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons