Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
An dour en-dro d'an inizi en Alre
A-benn nebeut e vo kinniget en Alre un devezh prezegennoù diwar-benn an treuzkas. Ar bloaz paseet e oa bet gouestlet an devezh d'an dour ha d'an douar..
Par Fanny Chauffin pour FC le 1/03/15 20:58
:

A-benn nebeut e vo kinniget en Alre un devezh prezegennoù diwar-benn an treuzkas. Ar bloaz paseet e oa bet gouestlet an devezh d'an dour ha d'an douar.

Perak studiañ romant berr pe zanevell verr Youenn Drezenn ? Hervez Stefan Moal, kelenner e Skol-Veur Roazhon 2 eo anat : un destenn «awenet mat, un taol kaer modern ha digor ouzh an diavaez » hervez Diarmuid Johnson.

E program ar C'hapes 2014 e oa da studiañ «Sizhun ar breur Arturo», a gont yaouankiz ar skrivagner ivez. Ur romant diorroadur, deskadur an hini eo, evel « An dour en-dro d'an inizi ». Karantez korf dezrevellet evit ar wech kentañ e lennegezh Breizh, ken splann ha ken simpl. Hervez Francis Favereau eo : «ul levr dindan an Drinded : sea, sex and sun». Lakaet e oa bet ar veleien da skrijañ gant neuz an istor.

Gourc'hemennoù d'an aozerien evit bout aozet un devezh ken interesant. Mall eo d'ar selaouerien anavezout roll ar prezegennoù a vo d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel en Alre adarre.

An dour, an douar, ha Youenn Drezen, gant Stefan Moal (war ar skramm)