Put your name here

Priz ar vugale 2020
Priz ar vugale 2020

Chronique
Myriam Guillevic, Gege Gwenn ha Jean-Patern Ars : an tri skrivagner dibabet gant ar re yaouank
Roet e oa bet Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz e fin Miz Even e Lann er stêr ha dre Internet abalamour d'ar genfinadeg
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 13/07/20 23:29 -- mis à jour le 13/07/20 23:29
50722_2.jpg
Priz ar vugale 2020

Roet e oa bet Priz ar vugale ha Priz ar Yaouankiz e fin Miz Even e Lann er stêr ha dre Internet abalamour d'ar genfinadeg Kroget oa bet avañtur prizioù ar Yoaunkiz e 2004 e Kemper, diwar skouer "Le Prix des Incorruptibles" a lak 500 000 bugel ha krennard da lenn en galleg pep bloaz (war dro 500 evidomp). Penaos ober ? Kas ur gerig da 200 skrivagner danevelloù e 2004, gant 50 respont evel "n'ouzon ket skrivañ evit ar re yaouank, met klask a rin". Ha setu Gwenvred Latimier-Kervella bet trec'h e gouel al levrioù Karaez fin miz Here 2004.

E 16 bloavezh, 150 levr a zo bet embannet gant Keit Vimp bev, lennet gant miliadoù a dud yaouank, ar bloaz-mañ gant 20 skol, 7 skolaj ha lise, etre Gwennramm ha Gwitalmeze, Ar Releg, Kommanna, Kemperle, Lann er stêr...

Adkavet e vez tud boaz da skrivañ evit ar yaouankiz, Pierre Emmanuel Marais, Paskal Hervio, Yann-Fañch Jacq, Laurence Lavrand... Met plas a zo ivez evit ar skrivagnerien yaouank : Maina Sicard Cras, bet skrivet daou levr Priz ar vugale ganti, Carl Diekman, trec'h pa oa e Pempvet klas skolaj Diwan Kemper, hag ar bloaz-mañ, Jean-Patern Ars, skolaer yaouank, ha desket ar brezhoneg gantañ' nevez zo...

Trugarez d'an holl gelennerien o deus lakaet ar re yaouank (342 evit Priz ar yaouankiz ha 131 evit Priz ar vugale)

Marathon miz Even : reiñ ar prizioù evit an 10 levr bet lennet, pevar evit ar re ce2/cm2, tri evit ar re 6vet/5vet, ha tri all evit ar re 4re/lise. Ha dibab gant ar juri an dek levr a vo embannet 'benn miz Here 2020.

Ha petra vo da lenn, emit-hu ? Peadra vo c'hoazh : skrivagnerien nevez : Loeiza an Duigou ha RJ Kernoa, ha souezhadennoù ivez gant tud a skriv abaoe pell : Kristian ar Bras, Paol ar Meur, Sarah Chedifer, Yann-Fañch Jacq, Gege Gwenn, Pierre-Emmanuel Maraix, Muriel Le Morvan, Jakez-Erwan Mouton.

Evit ar gelennerien o dije c'hoant lenn ar skridoù a-raok o studiañ gant ar skolidi hag ar skolajidi, liseidi, kit e darempred gant afea [at] laposte.net

Ar re zo bet trec'h

Priz ar vugale : Ar janglenn drouzus, Myriam Guillevic (47% ar mouezhioù)

Priz ar yaouankiz 6vet/5vet : Pêrig a wel mat, Jean-Patern Ars (31% ar mouezhioù)

Priz ar Yaouankiz 4re/lise : Tamara, gant Gege Gwenn (22% ar mouezhioù)

playlist enrolladennoù priz ar vugale

evit priz ar yaouankiz

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.