Petra eo orin ar brezhoneg ? Penaos lakaat kemm etre an henvrezhoneg hag ar c'hrennvrezhoneg ? Ur Pennad Kaoz evit mont don 'ba istor ar yezh gant Ronan Kalvez, kelenner war istor ha lennegezh ar yezh er CRBC.

Ne vez ket anavezet mat istor ar brezhoneg , memes gant ar vrezhonegourien.

Petra eo orin ar yezh ? Petra eo ar roudoù kentañ 'zo bet adkavet ? Peseurt diforc'h etre an henvrezhoneg hag ar c'hrennvrezhoneg hag abaoe pegoulz e vez graet eus ar brezhoneg modern ?

Ronan Kalvez , kelennour war istor ar yezh hag al lennegezh vrezhonek 'ba CRBC Brest a respont da c'houlennoù Lionel Buannic evit lakaat war-wel un istor ha n'eo ket ken anavezet 'vel-se.

Un abadenn istitlet e brezhoneg.

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus