Penaos C'hoari ? - Skyjo (c'hoari tao le brezhoneg)

Réalisation : Brezhoweb – 408 vues

Florent, Nikolaz ha Katell a ginnig deoc'h ar c'hoari-taol "Skyjo", unan eus ar c'hoarioù gwerzhet ar muiañ e bro-C'hall ! Ur c'hoari evit ar familh a-bezh, betek 8 c'hoarier hag e c'heller c'hoari e brezhoneg evel-just !

Skyjo 'zo ar c'hoari-taol gwerzhet ar muiañ er bloavezhioù diwezhañ e bro-C'hall.

Ur c'hoari divalav a-walc'h a-fed estetik met gant reolennoù simpl hag aes d'ober gant ar familh a-bezh !

Pal ar raktres abadenn "Penaos C'hoari", 'zo kinniget c'hoarioù-taol e brezhoneg pe c'hoarioù-taol aes d'ober e brezhoneg.

War-lerc’h "Lost Cities Duel" eo bet filmet ur rann war Skyjo gant skipailh Brezhoweb.

Adkavet Florent, Nikolaz ha Katell evit ur bartiadenn a-feson !

Ha laoskit deomp un evezhiadenn evit lârit ho soñjoù war un abadenn seurt-se !

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus