Marvet eo ar c'haner eus Kabilia, kanet "Vava Inouva" ganta pa oa yaouank, ha barzh ar frankiz hag ar yezhoù bihan, disadorn ba Paris.
Deuet e oa meur a wech da ganan e Breizh asambles gant Alan Stivell evit frankiz ar bobloù, gwirioù ar c'habileg, ar brezhoneg. Mab ur bugul, graet studioù e Bro C'hall (DEA geografiezh), gouzout a ouie kan hengounel Kabylia, hag erlec'hiet en doa ur ganerez en ur radio, ha mod-se oa kroget evitan ur vuhez kaner a vicher...