a strollad tud yaouank evit ar FIL 2024

Réalisation : tv bro kemperle- fea – 150 vues

Setu, ne vo ket ur vro pedet 'benn bloaz, met lakaet e vo ar re yaouank e kreiz ar festival

Setu, ne vo ket ur vro pedet 'benn bloaz, met lakaet e vo ar re yaouank e kreiz ar festival

Abalamour d'ar c'hoarioù olimpek e vo ur sizhunvezh hepken en Oriant evit gouel ar Gelted. An dibenn-sizhun a-raok memestra e vo kampionad ar Bagadoù hag an Dibunadeg Veur. Met bro kelt ebet, surentez ebet, kar e Pariz e vo holl an archerien ...

Neuze, plas d'ar re yaouank ! Ha setu rener ar FIL, Maurras, o reiñ ton d'ar gouel nevez gant ur strollad nevez kroueet, gant pep soner.ez eus ur vro geltiek, met ur vusizianez hepken evel ma c'hellit gwelout. ..

Gant ma vo tabutoù, kollogoù, yezhoù... lakaet war wel e 2024 !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....