Put your name here

Mickael Michaud-Vernes ha Nolwenn : fromus ha brav
Mickael Michaud-Vernes ha Nolwenn : fromus ha brav

Reportage
Daeroù Mickael : arrouez Kan ar bobl 2023 ?
50 vloaz Kan ar Bobl. Kroget en Oriant diwar intrudu Polig Montjarret hag e skipailh, kaset war lerc'h da Bondi, setu kontet gant Mickael Michaud-Vernes, penaos e oa bet an istor...
Reportage de Kerne Multimedia

Publié le 20/04/23 15:52 -- mis à jour le 20/04/23 15:52
Mickael Michaud Vernes : "bez oa miliadoù a dud, ha tud o leñvañ..." :
Réalisation : tv
(119 vues)
Nolwenn : penaos en doa lakaet Polig ar c'han ar bobl e plas :
Réalisation : tv bro kemperle- fea
(45 vues)

50 vloaz Kan ar Bobl. Kroget en Oriant diwar intrudu Polig Montjarret hag e skipailh, kaset war lerc'h da Bondi, setu kontet gant Mickael Michaud-Vernes, penaos e oa bet an istor... Tud e pep lec'h : ur mor a dud e fest noz disadorn, ur mor a dud evit konkour kan ar skolioù, er maez o c'hoari paledoù, sioul o selaou ar c'han a boz pe ar gonterien. Brav e oa ar pred kanet gant kazi 300 a dud o tebriñ hag o kanañ disehan. Un deiz ha bloaz lidet brav gant merc'h Lou Jakez Suignard trec'h evit ar c'han a boz gant "Gwerz Skolvan" kanet evel an Itron Bertrand, mar plij ganeoc'h. Hep kontañ kaoz a ziwar strollad Dir ha Tan, pe an Drouzerien... Met plas d'ar preder a oa ivez gant div eurvezh abadenn Radio Bro Gwened war eeun ha div vouezh dispar o kontañ istor Kan ar Bobl : Nolwenn Montjarret, merc'h he zad, ha Mickael Michaud-Vernes : "e 1973, er sal en Oriant, e oa bochad tud a leñve, dour en o daoulagad, bugale, tud kozh a gomze hag a gane e brezhoneg, pep hini a oa o kemer se e kreiz e c'halon... Neuze trec'h e oamp bet !"

Voir aussi :
2  0  
mailbox
imprimer
Cet article a fait l'objet de 1054 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.