Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Ur stourmer deus Ai'ta ! barnet e Roazhon d'an 18 a viz Du !
Ur stourmer deus Ai’ta ! en em gavo dirak lez-varn galv Roazhon d’an 18 a viz Du. Eno e vo barnet evit bezañ « skritellaouet dafar-hent ». E miz Kerzu
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 1/11/13 21:57

Ur stourmer deus Ai'ta ! en em gavo dirak lez-varn galv Roazhon d'an 18 a viz Du. Eno e vo barnet evit bezañ « skritellaouet dafar-hent ». E miz Kerzu 2012 e oa bet barnet ha kondaonet dija, hep n'en dije gellet en em zifenn, da baeañ ouzhpenn 7000 euro evit bezañ staget pegsunioù « E brezhoneg ! » ouzh panelloù gallek Fouesn hag ar Forest-Fouesn (29). Ur varnadenn politik an hini eo, eme ar strollad Ai'ta, ha mantrusoc'h eo c'hoazh pa weler e peseurt stad emañ hor yezh hiziv. Gervel a ra Ai'ta ! an holl Vretoned kar-o-yezh da sevel o mouezh a-enep ar varnadenn-se ha d'en em strollañ niverus dirak Breujoù Breizh e Roazhon adalek 8e30 pa deuio deiz ar prosez.

Penn-kentañ an afer

Pegsunioù « E brezhoneg ! » a vez implijet gant stourmerien ha mignoned Ai'ta ! abaoe bloavezhioù 'zo bremañ. Servijout a reont da c'houlenn groñs panelloù brezhonek er vuhez foran. O pegañ seurt pegsunioù ouzh panelloù Fouesn hag ar Forest-Fouesn e oa ar stourmer-se deus Ai'ta ! pa oa bet harzet gant an archerien, e dibenn 2011. Da gentañ, kumun Fouesn he doa kaset dezhañ fakturenn gwalc'hiñ ar panelloù. Deuet e oa neuze ar strollad Ai'ta ! d'ober trouz en ti-kêr evit diskuliañ an afer-se. Asantet en doa Roger Le Goff, maer Fouesn (UMP), da zegemer ar strollad da c'houde. E-kerzh an emvod-se en doa prometet en em gavout gant Ofis Publik ar Brezhoneg evit gwelet penaos kas ar yezh war-raok en e gumun, ha roet en doa da gompren ne glaskfe ket laou ken d'ar stourmer deus Ai'ta ! bet tapet gant an archerien.

Barnet keit ne oa ket el lez-varn !

Siwazh ne oa nemet kozh kaozioù a-berzh ar politikour-se, hag eñ brezhoneger a-vihanik war ar marc'had ! E-doug ar bloavezh 2012 ne oa ket bet sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg », hag ouzhpenn-se e oa galvet ar stourmer deus Ai'ta ! dirak lez-varn polis Kemper. Abalamour en doa goulennet e vefe daleet ar prosez, n'en em gavas eno nemet e deroù 2013. Met pa zegouezhas el lez-varn gant e vreutaer deus Skoazell Vreizh e voe lavaret dezhañ… e oa bet barnet dija, ha kondaonet da baeañ ouzhpenn 7000 euro : 1000 euro a dell-kastiz, 1690,60 euro evit digoll kumun Fouesn, 2439,84 euro evit digoll ar Forest-Fouesn, 574,18 euro evit digoll Kuzul Penn ar Bed, hag, evit ar blijadur, 1500 euro a frejoù justis ! Setu petra 'zo kaoz en deus divizet Ai'ta ! gervel lez-varn Roazhon evit ma vo advarnet an afer-se.

Terriñ ar stourm evit ar brezhoneg

Hed-ha-hed ar bloaz-mañ en deus klasket Ai'ta ! adtapout an afer-se dre an diplomatiezh. Da gentañ ez eus bet skrivet d'an holl dilennidi rak an darn vrasañ anezhe ne ouient na bu na ba deus an afer. Goude-se hon eus pouezet evit kejañ deus an dud dilennet e penn ar strollegezhioù hag o doa savet klemm. Un dro wenn eo bet : Roger Le Goff n'en deus ket soñj bezañ lâret bloaz 'zo e oa achu an afer-se ; gouez Jean-Yves Pierrès, maer ar Forest-Fouesn, eo tomm e galon ouzh yezh ha sevenadur ar vro, met ne raio mann ebet keit ma ne raio ket ivez maer Fouesn ; ha Pierre Maille, prezidant Kuzul-meur Penn ar Bed (PS) en deus lakaet ac'hanomp souezhet-bras p'en deus lavaret « eo ur priñsip sevel klemm » ha « kredabl e vefe tu ober kalz muioc'h evit ar brezhoneg, met n'eo ket abalamour da se e rimp kement-se ! ». Hag ar sokialour da nac'hout derc'hel kont deus stad bresk ar stourmer tapet en istor-mañ zoken…

Ai'ta ! a fell dezhañ embann war ar groaz pegen direizh eo ar varnadenn bet roet hag emzalc'h mezhus ar bolitikourien-se, forzh peseurt karg pe liv politik a vefe gante. Direizh da gentañ-penn rak ar stourmer tapet ne c'houlenn nemet un dra : ma vo doujet ouzh e yezh er vro e-lec'h m'emañ o chom, ma vo doujet outañ hag ouzh an holl Vretoned… ar pezh a nac'h ober ar stad C'hall, « bro gwirioù Mab-den » hervez kont. Direizhoc'h eo c'hoazh rak ur bern tud a implij pegsunioù evit difenn mennozhioù, e Breizh pe e lec'h all, hep na vefent barnet evel-se. Deomp-ni eo splann hag anat e fell d'ar Stad ober ur skouer ha dre se terriñ ar stourm evit ar brezhoneg douget gant Ai'ta ! ha gant tud all. Gwall direizh eo c'hoazh abalamour n'en deus ket gallet hor stourmer en em zifenn e mod ebet betek-henn.

Justis evit ar brezhoneg, stourmomp !

Abalamour d'an holl draoù-se, hag abalamour ne c'hallomp ket degemer e vefe gwasket c'hoazh ar vrezhonegerien d'ur c'houlz ma rank hor yezh sevel he c'hein kuit da vervel, e fell da Ai'ta ! lavaret splann e vo respontoù fetis war an dachenn ma vez kadarnaet barnedigezh lez-varn Kemper. Ur gevredigezh skoazell a zo war sevel dija, ganti ar pal degas ur brud nevez d'ar stourm evit ar brezhoneg. Da c'hortoz lavaret ouzhpenn diwar he fenn e c'halvomp an holl dud a fell dezhe reiñ un dazont d'hor yezh da sevel a-du gant Ai'ta ! en afer-se, da skrivañ deomp evit kaout muioc'h a ditouroù war ar skoazell a c'hallit reiñ deomp ( ai.ta.breizh [at] gmail.com) ha d'en em strollañ dirak Breujoù Breizh e Roazhon d'al lun 18 a viz Du.

pas de code
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 8) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons