Daoust d'ar c'houlzad kabaliñ e kendalc'h ar Stad e labour evit distruj hor yezh !
Da heul an emglev evit dazont Breizh e oa bet sinet ur c'henemglev a-ziforc'h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez etre ar Stad hag ar rannvro e miz Here 2015.
Dre ar c'henemglev-se e oa tu da lakaat e pleustr ur banellerezh divyezhek war hentoù-tizh Breizh en un doare heñvel ouzh ar pezh a vez graet gant ar strollegezhioù lec'hel abaoe bloavezhioù.
Koulskoude n'eus bet divizet tra gant ar Stad daoust d'ar c'henemglev-se bezañ sinet abaoe ouzhpenn bloaz. N'o deus kroget servijoù ar Stad da vont e darempred gant servijoù ar rannvro zoken, evit diviz asambles an doareoù lakaat e pleustr seurt ur panellerezh nag an deiziadur evit al labourioù.
Aozet e oa bet gant ar strollad Ai'ta! e miz Genver un oberenn arouezel distaliañ panelloù evit sevel a-enep an diouer a youl diskouezet gant ar Stad.
Respontet en doa prefed Breizh en ul lizher kaset deomp e vije bet kroget an divizoù gant ar rannvro. Gortoz pell gortoz pell ? 4 miz goude eo dav anzav sklaer ne oa nemet komzoù toull rak n'eus bet kroget tra da vat !
Gwashoc'h c'hoazh just araok an dilennadeg ar Prezidant ha dilennadegoù kannaded da heul, ha daoust d'ar c'homzoù flour dalc'het gant lod, eo bet savet klemm gant servijoù ar Stad a-enep strollad Ai'ta ! (daoust pezh oa bet skrivet gant ar prefed !). Galvet e vo ur stourmer eus strollad Ai'ta ! gant archerien Gwitalmeze d'an 22 a viz Ebrel da 10 e 30 mintin.
Evit souten ar stourmer ha sevel a-enep youl distruj hor yezh a-berzh ar Stad e c'halv strollad Ai'ta! da vanifestiñ dirak archerdi Gwitalmeze (5 straed Hanter Hent) d'ar sadorn 22 a viz Ebrel adalek 10 e 15 beure.