-- Langues de Bretagne --
Publié le 1/01/18 12:44 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
27vet pennad war istor Diwan, hag an nerzh oa bet degaset gant ar skolioù e-barzh mogerioù ar skol met ivez en diavaez, gant tud bet e Diwan o lakaat o youl da vroudañ ha da vrudañ sportoù ha mennozhioù...
« Kumuniezh oberiant » a vez graet eus strolladoù tud a gomz brezhoneg ‘maez ar skol. Pa oa bet krouet Diwan e oa bet prenet ur greizenn vakañsoù buan-tre war-lerc’h, An Oaled e Treglonou evit gallout stummañ ar skolaerien, degemer stajoù brezhoneg ha kreizennoù vakañsoù. Ha tamm-ha- tamm, un tammig e pep lec’h e Breizh, e vez bugale o vakañsiñ e brezhoneg, war o zro buhezourien gant stummadurioù Stad e brezhoneg penn da benn.
Buhezourien, renerien, ha bugale
700 bugel a ya da vakañsiñ bep bloaz e brezhoneg. E Treglonou, er Chapel Nevez, er Pouldu, e Redon... Gant buhezourien o tont evit lod anezho eus Diwan, prest da gemer bugale e-karg e-pad ur sizhunvezh, evit surfiñ, kaiakiñ, ober c’hoariva, dañsoù, labour-dorn... Ret e oa aozañ pep tra : ar c’heriaoueg, an danvez stummañ. Dre chañs e oa aet plaen an traoù gant an UBAPAR ha renerezh Yaouankiz ha Sportoù a-drugarez d’an dilennidi mennet ha d’ar rener Pierre Garrec.
Sportoù : gouren, melldroad, redek... ha kevredigezhioù stourm
Gouren e brezhoneg a seblant bezañ orin, met n’eo ket ken aes se. E lec’hioù zo e vez graet, evel e Karaez pe er Faoued.
Evit pezh eo ar velldroad ez eus bet savet e bro Leon strolladoù a gomz brezhoneg hepken.
Gant Ai’ta pe Gast e vez ur bern tud yaouank o tont eus Diwan : plijadur a vez o prientiñ abadennoù, gouelioù, prantadoù preder e brezhoneg. Degemeret e vez gallegerien ganto , met ar yezh labour a chom ar brezhoneg.
"Perak aozañ kreizennoù vakañsoù e brezhoneg ? Evit ledanaat tachenn ar brezhoneg : ar skol, ar familh, hag an aozadurioù dudi eo teir zachenn buhez sokial ar vugale. War an teir zachenn-se e rank ar brezhoneg c'hoari."
"Evit sachañ ar yezh er-maez eus ar skol ha diskouez d'ar vugale na gomzont ket brezhoneg er gêr eo ar yezh-se ouzhpenn yezh ar skol. (...) Evit kaout plijadur e brezhoneg. Ne vo ket adperc'hennet ar yezh ma n'eo ket stag ouzh ar blijadur ! (...) Evit kinnig d'ar re yaouank a fell dezho ober gant ar brezhoneg un dachenn labour, darempredoù ha plijadur e lec'hioù ma c'hellont amprouiñ o yezh."
- Erruet ar Redadeg e Gwened gant 5000 a dud par Kerne Multimedia le 29/05/2022
- 31èmes Puces Diwan par le 29/05/2022
- Heures refusées au lycée Diwan Karaez : l'Udb interpelle les élus par Kerne Multimedia le 27/05/2022
- Ar redadeg : atav ken fromus, ken bourrus, ken ... par Kerne Multimedia le 25/05/2022
- Ar Skar, skipailh diazez ar Redadeg par Kerne Multimedia le 20/05/2022
- Daoust da bep tra, un eilvet Redadeg e daou vloaz par Kerne Multimedia le 20/05/2022
- Dipitus-bras an disoc'h : met perak an diaoul e oa bet bro C'hall plaset ken fall ? par Kerne Multimedia le 15/05/2022
- Troiad sinema evit ar vugale : adkroget eo ! par Kerne Multimédia le 10/03/2022