Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/28/28822_1.jpg
Naoned d’an 23 a viz Mae 2007. Kinnig a rae Jean-Christophe Cassard e levrioù nevez embannet. Prezegenn aozet gant ar gevredigezh Bretagne Plus.
- Discours -
Obidoù Jean-Christophe Cassard : prezegenn gant Paolig Combot
Jean-Christophe, mignon kaezh. Un nebeud gerioù e brezhoneg, peogwir e oas ezel euz Ar Falz / Skol Vreizh abaoe 37 vloaz, eveldon-me, ha peogwir ez out bet, da vuhez-pad, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh.
Par Jean-René Le Quéau pour Éditions Skol Vreizh le 16/01/13 19:00

Da-genver obidoù istorian Vreizhad Jean-Christophe Cassard, ( voir notre article ) hag ( voir notre article ), hag a oa bet degouezhet e Lokireg d'an 12 a viz Genver, setu ar prezegenn gant Paolig Combot, prezidant  Ar Falz / Skol Vreizh.


Jean-Christophe, mignon kaezh

Un nebeud gerioù e brezhoneg, peogwir e oas ezel euz Ar Falz / Skol Vreizh abaoe 37 vloaz, eveldon-me, ha peogwir ez out bet, da vuhez-pad, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh.

Pemzektez zo hon doa kollet ur mignon all, Albert Boché ( voir notre article ) hag ( voir notre article ) e galleg, ur mailh heb e bar war ar brezhoneg.

Hiriw e kollomp ac'hanout, Jean-Christophe, te hag a zo bet un mailh heb e bar war istor Breizh : daou Vreizhad a ouenn vad o paouez kuitaat ac'hanomp. Pebezh koll evidomp, evid ar Vretoned, evid an denelezh en he fezh !

Evel klasker ha kelenner, 't eus labouret a-hed da vuhez war istor ar Grenn Amzer, heni hon bro, med ivez heni bro-C'hall : gouestlet e oa da levr diwezhañ da istor ar rouanez kapesian (1) ; anavezet e oa da varregezh gant an oll : studierien, kelennerien, lennerien.

Evel stourmer, 't eus klasket lakaat da dremenn ha da anavezout un tamm euz 'pezh a ouiez war-du ar Vretoned hag ar re a gar hon bro, un deg bennag a levrioù embannet gant Skol Vreizh pe e lec'h all, heb kontañ ar pennadoù 't eus savet a vil-vern, embannet amañ hag a-hont (un 60 bennag evid Geriadur istor Breizh (2) paneve ken).

Evel den, ez eo bet plijus-kenañ labourat ganit, ken digor ha ken speredeg e oas, med ivez ken resis ha ken lemm da spered.

Trugarez vraz dit, Jean-Christophe, evid toud ar pezh 't eus degaset d'ar Vretoned ha d'ar re all.

Kenavo eta d'ar bed all, ma 'z eus unan.

Ra vo skañv dit douar Breizh !


Paolig Combot, prezidant Ar Falz / Skol Vreizh


E galleg e gomzas da c'houde Jean-René Le Quéau, rener embannadurioù Skol Vreizh ( voir notre article )


(1) Istor ar rouanez kapesian : embannadurioù Belin e galleg. Da welout er roll al levrioù ha pennadoù (levrlennadur) skrivet gant J.-C. Cassard. Roll da zont...

(2) Geriadur istor Breizh : Dictionnaire d’histoire de Bretagne e galleg : http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&flypage=flypage_images.tpl&product_id=171&category_id=5 : pajenn al levr war lec’hienn Skol Vreizh.

Voir aussi sur le même sujet : disparition,Jean-Christophe Cassard
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons