Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/24/24026_1.jpg
- Musique -
Pladenn gentañ strollad l'Harmopée deuet er-maez ar sizhun-mañ
Rap e galleg, evit klask lakaat an dud da fiñval, da brederiañ ...
Par Fanny Chauffin pour ABP le 28/11/11 11:45

Dregantad ... "N'omp nemet sifroù e stadegoù ar gouarnamant", sonerezh elektro labouret mat gant an DJ. Goude bloavezhioù abadennoù un tammig e pep lec'h tro-dro Konk-Kerne, Brest, Naoned, Lille ... skoazellet gant Ti An Holl Tregon, ar vandennad 11 mignon, dek paotr hag ur plac'h a zo deuet a-benn da embann ur bladenn kinniget brav.

Evito e vez gwelet re alies rapourien a-vremañ o werzhañ o ene evit merkoù dilhad pe evit abadennoù TV. Ganto eo ur rap tost ouzh hini Casey, traoù a-bouez o deus da lavarout. Exit Breizh ma bro, amañ ez eus tud yaouank gant diaesterioù labour, sokial, tapet e rouedad ur gevredigezh n'emañ ket mui o selaou anezho ...

E gwerzh adalek bremañ, e Konk-Kerne (kreizenn sevenadurel Leclerc, Martin's), Kemperle (Penn da benn), pe war Internet : LaDistroy.fr, Tekenligne.fr

Tammoù sonerezh : (voir le site) [fulltext]=harmopee

Lec'hienn internet : (voir le site)

Filmig-kinnig : (voir le site)

Pajenn Facebook : facebook.fr/harmopee

Voir aussi sur le même sujet : krouidigezh,cd,rap
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin]
Vos 1 commentaires
Frankizour Le Lundi 28 novembre 2011 19:10
Ha ! Ar rap bremañ ! Kanet deomp gant \"tud yaouank gant diaesterioù labour, sokial, tapet e rouedad ur gevredigezh n\'emañ ket mui o selaou anezho\". Petra ne vefe ket graet evit beza diouzh ar c\'hiz ! Ba ! Bremañ g\'ar RSA, an Alokasionoù Lojamant e tlefe paseal mat \'walc\'h ar jeu, rit ket biloù. N\'o deus ket \'met ober pevar pe bemp bugel war ar marc\'had ha n\'o do ket mui e\'mm da labourat memes, kudenn ebet, gant ur 1500 euro \'peupre o treiñ en ibil, lojet en ur HLM ha tout. N\'eo ket fall. Met na mechant eo ar gevredigezh, neketa ! Ur spont.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons