Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Discours -
PERAK MONT DA VANIFESTIÑ DISADORN ?
Alies e vez postet ar memes kemennadennoù ha pennadoù e brezhoneg hag e galleg... "Mat 'zo mat, met cheñch a ra vad" a vez lâret e brezhoneg. Setu petra 'zo
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 7/02/13 21:03

Alies e vez postet ar memes kemennadennoù ha pennadoù e brezhoneg hag e galleg... "Mat 'zo mat, met cheñch a ra vad" a vez lâret e brezhoneg. Setu petra 'zo kaoz e kavan welloc'h embann un tamm fablenn bet desket ganin er skol un toullad bloavezhioù 'zo... Talvoudusoc'h (hag efedusoc'h ?) 'vit komzoù hir, a gav din.

P'emaon ganti, n'on ket gant piv e oa bet skrivet ? Ma ouife unan bennaket, trugarez da lâret din ! Emgav disadorn da 3 eur eta.

Ar wenanenn hag ar gelienenn

Savet abred, ur wenanenn

A zistroe d'he c'hest laouen,

Gant ur bern mel he doa kavet,

Dre ar prajoù, war gant boked.

Ganti 'n em gav ur gelienenn

A lavar dezhi : “Penn-sodenn !

Dalc'hmat emaout o labourat

Hep na denn dit netra a vat.

Perak poaniañ evel ma rez

Evit ur rouanez didalvez ?

Ma karfez heuliañ ma c'helenn

Ha labourat evidout hepken,

Neuze 'vez ket kollet da boan !

- A gav dit, kozh trabell vihan ?

Ha petra 'dalv, me er goulenn,

Al labour na vez ket graet evit an holl ?

'Vel da gomzoù ez a da goll !”

E Breizh-Izel, e Breizh hor bro,

Ez eus koar ha mel tro-war-dro,

Koar ha mel deus ar re wellañ

Na vefent ket kollet 'vel bremañ

Ma karfe an dud, 'vel ar gwenan,

En em strollañ holl a-unan

Da labourat ar brezhoneg.

Breizhiz, gwir vreudeur galonek,

Mougomp an drouk dre ober mat,

En em skignomp holl e pep prad

Da gutuilh bleuñv ar re re gaerañ

D'ober ul labour ar gwellañ

D'ober da Vreizh kant kurunenn

Ha pa vez fuc'h er c'hozh kelien !

pas de code
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons