Bep bloaz e vez an hevelep jeu o tont en-dro evit ar skolioù divyezhek : kavout ur skoazeller(ez). Kavet ez eus bet unan met goude 6 miz eo ret reiñ e sac'h dezhañ en-dro ha klask unan all. Dre ma vez diouer a arc'hant 'tav 'giz 'tav gant ar c'hevredigezhioù a verr implijidi ar skolioù n'eus nemet ur seurt kevrat hag a zegouezh dezhe : ar CAE an hini eo. CAE (KAL e Brezhoneg) da lavaret eo Kevrat Ambroug d'al Labour. 90 % eus ar gopr a vez paeet gant ar stad, neuze ez eus forzh kevredigezhioù oc'h ober gantañ, anat. Ha gouzout a ra servijoù ar Stad an dra-se. N'eo ket un dra nevez n'eus ket gwenneienn a-walc'h 'ba yalc'had ar skolioù prevez pe «kevredigezhel» da c'hoprañ ur skoazeller bennaket dindan ur c'hevrad boutin. Daoust da se n'eo ket bet soñjet gant pennoù bras servijoù an Implij krouiñ ur c'hrevrat hag a glotfe gwelloc'h gant bed ar skolioù.
«An dud a c'hell bout gopraet dindan ur CAE/KAL a vez disheñvel-tre diouzh an dud a vez gwellet oc'h ober àr-dro ar vugale normalamant, ret eo lâr' ar wirionnez !» a anzav ar prezidant kozh eus AEP ur skol Diwan. Ha gwir eo : tud dilabour abaoe pell, tud o tont eus «karterioù diaes» , tud tapet gante o 50 vloaz, tud ampechet, tud 'b'an toull-bac'h met terket o c'hastiz, hag all. Anat eo, en o zouesk ez eus reoù barrek evit labourat gant ar vugale, faotañ ket lakaat karr ha kilhoroù an holl dud a c'hell bout kevrataet gant ur CAE/KAL, hogen e gwirionnez eo al lodenn vrasañ eus tud a c'hell kaout ur CAE/KAL n'int ket ar re varrekañ evit labourat e-barzh ur skol. Alies e vez kollet kalz amzer gant ar skolioù da zispartiañ pour ha triñchin ken dijaoj eo seurt kevrat gant o ezhommoù. Kement tud a AEPioù a zo bet souezhet o wellet tud ampechet peotramant tud dilabour abaoe pell hag aet hanter glaskerion bara oc'h en em ginnig d'ur bodad-tutañ. A-wechoù zoken e vezont rediet gant Pol Implij da vont d'ober kilometradoù en aner dindan boan da vout dizenrollet... «e kenkaz ma tremenfe an traoù» a vez soñjet moarvat. Ha setu un dud dilabour lakaet da foetañ bro e-giz ma vefent truacherion da viken.
A zo kaeroc'h, ne glot ket kondisionoù ar CAE/KAL gant mont en-dro ar skolioù dreist-holl 'b'ar skolioù bihan. E-se, enne e vez lakaet un implijiad d'ober àr-dro ar vugale gant ar skolaer met ezhomm vez dioutañ evit ar menaj goude ar skol ivez, hag evit ober àr-dro an diwallerezh, ar gantinenn, hag all. Hogen, rekinat a ra ar prefedoù (kar ret eo kaout asañt ar prefedoù evit sinañ ur c'hevrad CAE/KAL !) da sinañ kevradoù CAE/KAL ma vez lakaet tud d'ober un tamm menaj. Ar CAE/KAL zo bet krouet evit ma adkrogfe tud zo gant al labour, neuzen, dav eo lakaat ar pouez àr ar «stummañ» hag ar «pakañ barregezhioù nevez» . Setu ur mennozh mat...àr baper. Kar, e gwirionnez, n'hallo ket ur skol vihan goprañ un den ouzhpenn d'ober menaj evit un niver dister a eurvezhioù. Penaos ober neuzen ? Livañ gevier ? Laoskel ar skol evel m'emañ goude un devezh skol ? Lakaat tud ar vugale d'ober menaj ? Pep skol he deus kavet un diskoulm, meur a wech ne glontont ket rik gant al lezenn avat. Siwazh, en arbenn ma ne jaojont ket ar reolennoù labour ijinet gant ar Stad gant an traoù evel m'emaint e vez poulset an dud da c'hoari gant al lezennoù sokial.
Met, kement hag ober, ijinet zo bet ur skoilh all àr hent kroaz ar re a glask implijidi brezhonegerion : Hervez al lezenn ez eus tu sevel kevradoù CAE/KAL a bad adalek 6 miz betek 24 miz. Evit gwir, ne vez roet e asañt gant ar prefedoù nemet d'ar CAEioù 6 miz o fadelezh. Peseurt skol en deus ezhomm eus un skoazeller e-pad c'hwec'h miz nemetken tra ma pad 10 miz ur bloavezh-skol e-barzh an holl skolioù eus Breizh ha Bro-C'hall ? Ha perak sinañ ur c'hevrad all e miz C'hwevrer hag a bado 6 miz ouzhpenn tra ma ne chom nemet 4 miz a skol ? Neuzen, kerkent hag arruet miz C'hwevrer o dez aon tud ar skolioù da goll o implijiad e kenkaz ma ne vefe ket astennet e CAE/KAL. Eus tu an implijidi eo ar memes tra : Aon o dez da gemer penn hent Pol Implij en-dro mard eo bet krennet ar yalc'hadoù roet gant ar Prefeti. Hag, àr ar marc'had, trist e vez ar vugale pa vez kollet un den hag a labour gante abaoe deroù ar bloaz.
Ouzhpenn da se, n'eo ket aes kavout tud a jaoj gant kondisionoù ar CAE/KAL a oar Brezhoneg pe a zo prest da zeskiñ ar yezh. «Ma pad 6 miz ar c'hevrad da betra servij deskiñ ur yezh ken diaes ?» a vez klevet gwech pe gwech all.
Gant pouez, a-fet implijoù, ar skolioù prevez 'ba Breizh, ha dreist-holl ar skolioù divyezhek, ha ne vefe ket un dra vat da grouiñ ur c'hevrad ispisial evit implijidi ar skolioù-se un deiz bennaket ? Marse e c'hellfe ar c'huzul-rannvro merañ an traoù ivez. Gant an dilabour oc'h ober e reuz b'ar vro e vefe ur mennozh poellek.
Poellekoc'h evit ar boutik a zo e pleustr an deiz ha hiziv forzh penaos.