Nag a dud, ha nag a dud yaouank !

Réalisation : tvbk -fea – 627 vues

Livioù flim-flam, bannieloù bro Euskadi ha Breizh asambles, dirak touristed souezhet gant kement a reuz war porzh Gwened : brav oa labour an aozerien !

Livioù flimm-flamm, bannieloù bro Euskadi ha Breizh asambles, dirak touristed souezhet gant kement a reuz war porzh Gwened : brav oa labour an aozerien !

Fromus, bugale renet gant Elodie Jaffré hag a gane ken brav. Fromus, diskour izprezidanted ar Redadeg. Fromus, an div skrivagnerez, Maina ha Ninnog, o lenn e brehoneg bro Pondi ar pezh oa bet douget get miliadoù a renerien e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh. Fromus, an dud o komz e pep lec'h. Ur familh vras o vrasaat eo ar Redadeg. Hag ar Bagad, gant ur bern tud yaouank e penn an dibunadeg. Evel ma vefe heol gor miz Mae o lavarout e vefe eostadoù nevez o tont, hag ur yezh da vout komzet en amzer da zont, gant muioc'h a dud, muioc'h a dilennidi, muioc'h a skolioù...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....