
Marijo en he stal, ba Kemperle, ar bloaz-mañ
Réalisation : Frans 3 – 102 vues
Marijo en he stal, ba Kemperle, ar bloaz-mañ
Réalisation : Frans 3 – 102 vues
Dindan an heol gor e oa bet lidet obidoù plac'h an tan, plac'h al levrioù hag ar stourm, evit ar brezhoneg, evit ar merc'hed, evit demokratelezh an holl bobloù er bed
Dindan an heol gor e oa bet lidet obidoù plac'h an tan, plac'h al levrioù hag ar stourm, evit ar brezhoneg, evit ar merc'hed, evit demokratelezh an holl bobloù er bed
En ur mizvezh en doa an Ankou graet e labour : daoust d'he stourm, abaoe pell, ha d'an nerzh divent e oa aet kuit Marijo, da 56 vloaz. Bro Kemperle, ha pelloc'h c'hoazh, bed ar brezhoneg, bed ar stourmerien, bed ar merc'hed o stourm evit gwirioù mabden, an holl a oa gant o c'halonoù rannet abaoe ar c'heloù dilun. Penaos enoriñ ur vaouezh ken degemerus, ken digor he spered, gant ur gerig evit pep hini, a-hed ar bloaz e-pad 25 bloavezh en he stal, plasenn st Mikêl, "Penn da benn" ? Goude an oferenn en iliz a oa tal kichen ar stal, gant orgaoù ha bombard, kantikoù e brezhoneg, e oa bet roet plas war lerc'h d'an enor lik ba Lokunole e lec'h e oa o vevañ gant sonerien, barzhed, kanerien, mignone.z.ed.
Kenavo, Marijo, aet kuit re abred, kalz re abred...
Commentaires (3)
plac'h entanet
pa vez menezioù Arre dindan an tantad
lazhet an tan ennout ha ni diluget, lazhet, mantret
menez Mikael Brasparzh duet
menez Mikael Kemperle devet gant an heol
douster an dour
ha nerzh an tan
nerzh ar stourm evit merc'hed ar bed
Tan b'ar bed
tan ba kalon pep hini
ur mor a dud dirak an iliz, e sal Lokunole
treuzkaset an tan
ganti ?
treuskaset ar c'hoant da zreuskas ar yezh
an ingalded, ar frankiz ?
ar stourm o tiwan dindan al ludu ?