Put your name here

Reportage
Kroget eo Taol Kurun, ha kroget mat
29vet Taol Kurun e bro Kemperle, gant 2000 a dud gortozet : div fest noz, div abadenn sine, 250 bugel er skolioù gant Lou Jakez Suignard, ... kenderc'hel a ra ar festival gant e hent
Reportage de Kerne Multimedia

Publié le 17/01/23 21:27 -- mis à jour le 17/01/23 21:27
Koulma ha Loeiza, sonennoù bro Gwened :
Réalisation : tv bro kemperle- fea
(487 vues)

29vet Taol Kurun e bro Kemperle, gant 2000 a dud gortozet : div fest noz, div abadenn sine, 250 bugel er skolioù gant Lou Jakez Suignard, ... kenderc'hel a ra ar festival gant e hent E-pad ugent vloaz e oa bet aozet 100% ar festival gant kuzul skoazell Skol Diwan Kemperle. Ha goude, kemeret ar garg gant Ti Ar vro bro Kemperle, kroueet war intrudu dilennidi Kumuniezh kumunioù bro Kemperle. Goude Lenig, Claudie, setu Johanna bremañ a ra war dro ar festival, miz ar brezhoneg, kenurzhiañ ha kenbuheziñ stajoù er vro a-hed ar bloaz.

Petra vo kinniget neuze ar bloaz-mañ tro d'an tem "broioù ken burzhudus" ? Ur staj evit tañva gwin, un divizh war an heroic fantasy gant tri skrivagner, abadenn Marthe Vassalo ha Nolùen le Buhé "A vor da vor" evit ar vugale hag an dud n'o deus ket disoñjet o ene bugel...

Kroget e oa disadorn gant ur fest noz "mokdkozmik" gant strollad Ewen L'Haridon, brav ar c'han, brav ar sonerezh. Met taol kalon an danserien zo aet ivez d'an div blac'h, Koulma ha Loeiza a gan ken brav !

Devezh ar vugale aozet gant skol Diwan a zo tremenet mat, div abadenn, c'hoarioù e koad, ar bagad hag ar c'helc'h deuet da ziskouez dilhad ha binvioù sonerezh.

Dimeurzh, Jil Servat, baleadennoù louzaouañ,dgwener Elodie Jaffre hag ur grouidigezh nevez, kenlabour asambles gant Maner Kernot, kan ar bobl ar gonterien, tavarn ar bed, c'hoariva...

Tarzhañ a ra ar gurun b'ar vro... betek an 31 a viz Genver !

http://www.tiarvro-brokemperle.bzh/taol-kurun-2023/

Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 7 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.