Put your name here

Skipailh Krampouezh Diwan an Oriant ha Kemperle : 60 a dud en holl o kinnig krampouezh, stalioù dizoleiñ ar brezhoneg, ul levraoueg, c'hoarioù...
Skipailh Krampouezh Diwan an Oriant ha Kemperle : 60 a dud en holl o kinnig krampouezh, stalioù dizoleiñ ar brezhoneg, ul levraoueg, c'hoarioù...
Annonce
An dorgenn, ul lec'h nevez er festival
Plijus al lec'h, en disheol, met dianavezet gant tout an dud, pell (1.2 km eus ti-kêr An Oriant),anvet "an dorgenn", met "la colline" 'veze lennet e pep lec'h. Penaos eo tremenet ?
Annonce de Kerne Multimedia

Publié le 20/08/22 9:30 -- mis à jour le 20/08/22 09:30
Momo ha "le fest noz pour les nuls", pleustradeg :
Réalisation : fea - tvbk
(86 vues)

Plijus al lec'h, en disheol, met dianavezet gant tout an dud, pell (1.2 km eus ti-kêr An Oriant),anvet "an dorgenn", met "la colline" 'veze lennet e pep lec'h. Penaos eo tremenet ? Fuloret mik e oa an dud a werzhe levrioù, gant ar santimant bout skarzhet eus Kae al levr, kichen Palez ar C'hendalc'hioù. Keriadenn ar c'hengred ? Trist an traoù : un dek bennak a stalioù o klemm, treuzwelus. Hag an dud a ra binvioù sonerezh ? Trist ivez, re bell eus pep tra, start e oa bet dezhe ivez.

Ha ti-krampouezh Diwan emit-hu ? Nebeutoc'h eget e 2019, met ne oa ket ken fall ha se, mignoned Diwan zo deuet, ha brud boued bio, lec'hel, bier Enez Groe, hag ul lec'h evit ar vugale, ar pezh n'eus ket er festival... Gant 350 den o tont e 6 devezh da 6 eur evit kemer perzh e meur a stal (ar brezhoneg evit ar re nul, anvioù lec'h, anvioù tud, etre an aval hag al lambig, ar fest noz evit ar re nul), kavet e oa bet an hent gant tud'zo alato ? Ha neuze penaos ober ' benn bloaz ? Penaos brudañ al lec'h ? Brezhoneg a oa ba beg an dud, ar gerent, ar re a farde krampouezh, ar re a lenne levrioù e brezhoneg, iwerzhoneg, asturianeg, ... Gant ma vo ur "gwir" lec'h 'benn bloaz, gant dibunadegoù bemdez a gaso an dud betek an dorgenn, gant ma vo ul leurenn evit an danserien ha sonerien a ra stalioù tin whistle, bodhran, violoñs, ... Hag un deltenn evit degemer konterien e galleg, brezhoneg, ... ha yezhoù keltiek ?

Voir aussi :
2  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 2 multiplié par 2 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.