Ur wech ouzhpenn, war Frañs 3 Ouest, eo ar sport a gemer plas « Red an Amzer » , an abadenn brezhoneg, a vez d'ar sul vintin. Final « Open Aostralia » , ar c'hrogad tennis Tsonga / Djokovic, a vo en dro-mañ e plas « Abadenn ar prizioù » a oa da vezañ skignet da 11 e, d'ar sul 27 a viz Genver . Evit gellet sellet ouzh « Abadenn ar Prizioù » e oa dav kaout Internet ; an abadenn zo bet skignet, war lec'hienn Internet ar chadenn da 11 eur ar mintin-mañ.
« Les Prizioù sont les véritables 7 d'or de la langue bretonne » a c'heller lenn war lerc'hienn internet Frañs 3 Ouest… E gwirionez, pennoù bras Frañs 3 Pariz ne reont ket foutre kaer eus hor sevenadur.
UDB n'eo ket evit degemer ur seurt dismegañs a-enep d'an arzourien, an holl anezhe zo brezhonegerien hag e roont ton d'hor yezh gant o c'hrouidigezhioù hag o oberennoù.
UDB a sav a-du krenn gant Emvod Meur KSB -Kuzul Sevenadurel Breizh- a oa bodet e Plañvour d'an 19 a viz Genver, hag a c'houle « Ma vo savet e Breizh un tele hag ur radio, a servij publik e brezhoneg, hag a skigno o frogrammoù war dachenn pemp departamant Breizh » .
Pa ray ar Vretoned hag o dilennidi er C'huzul Rannvro war-dro ar c'hleweled e Breizh, ne vo ket ken eus an dismegañs-se hag eus an dispriz-se e-keñver hor yezh. Hag arvesterien an tele e Breizh a c'hello sellet ouzh ar c'hrogad tennis, en galleg pe en brezhoneg, pe c'hoazh ouzh « Red an Amzer » , hervez an dibab bet graet gante.
Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall