Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Ur jubennour a Barlamant Navarra e logell an hantergelc'h
Ur jubennour a Barlamant Navarra e logell an hantergelc'h
- Agenda -
Stummadur kentañ àr ar jubenniñ brezhoneg-galleg
Ma oa kroget tud zo da gannig servijoù jubenniñ e brezhoneg (pe diàrnoñ) un nebeud blezioù zo, e chom dister an niver anezhe ha disteroc’h c’hoazh, moarvat, an niver a
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre le 25/06/14 5:11

Ma oa kroget tud zo da gannig servijoù jubenniñ e brezhoneg (pe diàrnoñ) un nebeud blezioù zo, e chom dister an niver anezhe ha disteroc'h c'hoazh, moarvat, an niver a zegouezhioù ma vez goulennet ar servijoù-se. Monet a ra àr-gresk, neoazh, diàr goulennoù ar C'huzul-rannvro, lakaomp, ha marse aozadurioù arall. Fonnaploc'h e kreskahe c'hoazh ma vehe gouiet get an dud e bed ar brezhoneg e c'hellehent gober get ar jubenniñ evit o bodadoù-labour.

Met ne vo ket trawalc'h dezhe bout kelaouet àr ar vicher, na gouiet ema aes gober get an dafar (ar valizenn) prestet get Ofis publik ar brezhoneg pe feurmet get Ti Douar Alre er Mor-Bihan. Afer o do a gavet tud e stad d'ober getoñ. Bout zo, sur a-walc'h, tud hag a c'hell gober hep bout desket dezhe. Ar lodenn vrasañ, avat, a vehe brav dezhe bout stummet àr ar vicher ispisial-se.

Setu neuze ar stummadur kentañ àr ar jubenniñ brezhoneg-galleg é tonet. Kanniget e vo get David ar Rouz, troour a vicher, doktor àr skiant an troiñ (skiantoù ar lavar), harpet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna. Savet en deus ar stummadur é kenlabourat get an IPLV (Institut de perfectionnement en langues vivantes) hag an itron Anita Le Couédic, jubennourez ha kelennourez e karg ag an diplom a jubennour liammiñ.

Kemer a ray-hi perzh ivez pa zay d'an Alre da gannig peder euriad kelenn àr ar sortoù jubenniñ dishañval ha degemer a ray ar strollad e Skol-veur katolik ar c'hornôg (UCO) e Añje, ma 'h eus bet staliet logelloù jubenniñ. An 32 euriad arall a vo kaset get David ar Rouz evit lakaat an dud da bleustriñ àr ar vicher diàr danvez a bep sort.

Evit broudiñ ar c'hevredigezhioù ec'h ober àr-dro ar brezhoneg da implij ar jubenniñ en o monet en-dro diabarzh (ha diavaez) e vez goulennet gete sammiñ koust ar stummadur evit tud e-mesk o izili. D'ar re-mañ, ur wezh bet stummet, da jubenniñ a-vat evit o c'hevredigezh e-pad 5 hanter-zevezh da vihanañ. Diàr an diviz-se he deus asantet Kerlenn Sten Kidna paeiñ o stummadur da bemp ag hec'h izili.

Gellet a ray an dud paeiñ ar stummadur o-unan ivez, èl rezon, pe get sikour o implijour. Atav e vo ret d'an dud lakaat o anv e-raok an 15/09/2014 ha

kadarnaat o soñj en ur gas ar fichenn enskriviñ laniet dezhe hag ur chekenn a 150 ¤ èl ur lodenn a briz ar stummadur da gKerlenn Sten Kidna, 6 ru Joseph Rollo – 56400 An Alre;

kas doere dre bostel da zDavid ar Rouz evit ma vo miret o lec'h.

Postel, fichenn enskriviñ ha titouroù oc'hpenn da gavet àr ar lec'hienn www.trohadistro.com.

Pgz. : 02 57 21 20 30 pe 06 37 15 49 71.

- Strollad : etre 8 ha 10 den ; termen da lakaat e anv : 15/09/2014.

- Deiziadoù 2014 : 27/09 (An Alre), 04/10 (Aradon), 18-19/10 (an Alre), 23-24/10 (Añje).

- Priz : 523 ¤ ; a-barzh : 36 euriad stummadur, 4 fred (04/10 ha 23-24/10), herberc'hiiñ tro-dro da Añje.

- Aozadur : David ar Rouz, Kerlenn Sten Kidna hag an IPLV.

Document PDF Teuliad kinnig ar stummadur kentañ àr ar jubenniñ galleg-brezhoneg. Source :
Voir aussi :
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons